Mahilioŭ

Skoed kêr
Skoed kêr

Mahilioŭ (treuzlizherennadur ofisiel), Магілёў (distaget: [maɣʲiˈlʲou̯]) e belaruseg, Могилёв, Mogilev e ruseg (distaget: [məɡʲɪˈlʲof]), מאָלעוו, Molew e yideg, Mohylew e poloneg, a zo ur gêr eus reter Belarus. 360 918 a annezidi a oa o chom enni e 2011. Pennlec'h Voblast Mahilioŭ eo.

Tresadenn gant Napoleon Orda, 1877

Diazezet e voe ar gêr e 1267. Un darn eus Dugelezh Veur Lituania e voe eus ar XIVvet kantved betek Unvaniezh Lublin ha krouidigezh Kenglad Polonia-Lituania. Neuze e voe roet da gurunenn Polonia gant an anv Mohylew pe Mogilew. Ur greizenn genwerzhel e oa war an hent a liamm su hag norzh Europa. E 1577 ez eas d'ur geoded frank goude kentañ disrannadur Polonia hage voe staget ouzh Rusia hag a lakaas anezhi da gêr-benn guberniya Mogilev. Etre 1915 ha 1917 e voe lojeiz-jeneral al lu rusian. Derc'hel e voe gant an arme alaman e 1918 ha neuze roet da Republik Pobl Belarus. E 1919 ec'h aloubas al Lu ruz anezhi hag e-barzh Republik Soviedel Bielorusia e voe lakaet. Etre 1941 ha 1944 e voe dalc'het gant an Alamagn nazi.

D'un darn eus Belarus ez eas e 1991.

Propaganda Wehrmacht war yuzevien Mahilioŭ. Harzet ha lazhet e oant bet gant ar Batailhon Polis 322 e miz Here 1941.

Unan eus kreizennoù greantel hag armerzhel pennañ eo Mahilioŭ. Goude an Eil brezel bed e voe savet un deuzerezh-dir vras enni. Ur porzh-stêr pouezus war an Dniapro eo.

Kevreet gant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.



COA of Mahilyow (Mogilev) Oblast Disrannadurioù Voblast Mahilyow (Mogilev) , Belarus Flag of Belarus
Raionoù:

Kêr Asipovichy | Raion Asipovichy | Raion Bialynichy | Kêr Babruysk | Raion Babruysk | Raion Bychaw | Raion Chavusy | Raion Cherykaw | Raion Hlusk | Raion Horki | Raion Drybin | Raion Kirawsk | Raion Klimavichy | Raion Klichaw | Raion Krasnapolle | Raion Krychaw | Raion Kruhlaye | Raion Kastsyukovichy | Kêr Mahilyow | Raion Mahilyow | Raion Mstsislaw | Raion Slawharad | Raion Hotsimsk | Raion Shklow

Kêrioù:

Asipovichy | Babruysk | Bychaw | Cherykaw | Chavusy | Horki | Kastsyukovitchy | Klimavichy | Krychaw | Mahilyow | Mstsislaw | Slawharad | Shklow