Pistolenn Makarov | |
---|---|
Ur bistolenn Makarov gant he c'hartouchennoù | |
Kinnig | |
Bro | URSS |
Doare | Pistolenn damaotomatek, un-ober/daou-ober |
Mont en-dro | Tennata dre argil |
Munisionoù | 9 × 18 mm Makarov |
Mare-produiñ | Abaoe 1949 |
Mare implij | Abaoe 1951 en Arme ruz hag e arme Rusia |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 0,660 kg |
Hirder | 160 mm |
Hirder ar c'hanol | 91 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 50 m |
Hed-tenn efedus | 20-30 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 315 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 8 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar bistolenn Makarov, anvet ivez PM (rusianeg : Пистолет Макарова, Pistolet Makarova) zo ur bistolenn damaotomatek un-ober ha daou-ober krouet e 1948 en URSS evit pourveziañ an Arme Ruz. Awenet eo gant ar pistolennoù Walther PP ha Walther PPK. Kambret eo evit ar munisionoù 9 × 18 mm Makarov ha mont a ra en-dro gant ur sistem argil berr. Un arm bihan eo, ha fiziaploc'h evit an Tokarev TT 33 implijet araozi gant ar Soviediz.
Kemeret he deus plas an Tokarev TT33 evel arm-dorn standart an Arme Ruz e 1951. Produet eo bet dindan aotre e holl vroioù Pakt Varsovia. Implijet e vez hiziv an deiz c'hoazh gant an arme rusian ha gant armeoù all[1]. E 2020 ez eus bet roet gant Estonia 7.000 skouerenn anezho da Ukraina[2].
Kaset e veze ivez gant an egoraerien soviedat, dezhe da c'hellet dreistvevañ betegoût e touarjent en ur vro c'houez en ur zistreiñ war an Douar. Kemeret e voe plas ar Makarov gant an TP-82 evit an implij-se adalek 1986[3].