Sinoù diakritek |
---|
Sin diakritek
Breve ( ˘ )
Krogig / Dấu hỏi ( ̉ ) |
Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek |
Skrab ( ’ ) |
Makron (diwar ar gresianeg : μακρός, « bras »), zo anv ur sin diakritek implijet el lizherenneg latin, gantañ stumm ul linenn vihan lakaet a-us d'ur vogalenn ( ¯ ), da skouer Ā, ā, evit diskouez e vez distaget hir.
Implijet e vez evit skrivañ al latveg, al lituaneg, hawaieg (anvet kahakō), maorieg.
Implijet e vez alies ivez e geriadurioù latin hag evit romanekaat yezhoù evel ar japaneg, da skouer 交通 kōtsū "red kirri" ha 骨 kotsu "askorn".
Hervez reolennoù sistem romanekadur ar sinaeg anvet pinyin e vez implijet evit ober diouzh un donenn.
Implijet e vez evit kemmañ talvoudegezh lizherennoù zo :
A-wechoù e vez lakaet dindan lizherennoù zo da gemmañ an distagadur anezho.
Implijet eo bet ar makron e brezhoneg e geriadur ar Gonideg, n'eo ket evit merkañ ur vogalenn hir, hogen evit e lakaat war al lizherenn n da verkañ ar friadur. Kavet e veze c'hoazh e 1908 er Grammaire bretonne du Dialecte de Tréguier.
Dilezet eo bet abaoe, ha merket e vez ar friadur gant an arouez ñ, evel e-barzh bremañ.
Tri makron a vez implijet en amzer-vremañ :
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |