Deiziad krouiñ | 3. century |
---|---|
Stad | Gododdin |
Erlec'hiañ a ra | Gododdin |
Deiziad divodañ | 7. century |
Manaw Gododdin a oa ur rouantelezh vrezhon, en Hen Ogledd, e kornad Alloa, e-kichen ar Firth of Forth. Moarvat e oa un isrouantelezh e Gododdin. Kastell Din Eidyn e oa ar gêr-benn anezhi, hag enni e oa lez ar roue Mynyddawg Mwynfawr. Meneget eo anv Manaw Gododdin er varzhoneg 'Y Gododdin', skrivet gant Aneirin er VIvet kantved.
Meneget eo Manaw Gododdin ivez gant Nennius en e Historia Brittonum. Lavarout a ra e oa deuet Cunedda, saver Rouantelezh Gwynedd, « eus ar vro a reer Manau Guotodin (Manaw Gododdin) anezhi, 146 vloaz a-raok d'ar roue Maelgwn Gwynedd kregiñ da ren »[1].
Liammet eo Manaw Gododdin gant an Otadini, ur bobl vrezhon diazezet e reter ar vro etre Moger Hadrian ha Moger Antoninus, e gevred Skos hiziv.
An hevelep ger eo ar ger 'Manaw'-mañ hag an anv 'Manaw' en anv Enez-Vanav. En hanternoz e veve ar Bikted. Anv zo eus emgann Cath Manand hag eus un emgann bras ouzh ar Bikted e Campo Manand (Caer Manaw) er mammennoù gouezelek."[2]
|