Ur yezh mandeek eus skourr ar yezhoù mandingek eo ar mandinkeg (mandinka) komzet gant tro-dro da 1,2 milion a dud e Senegal, Gambia hag e Ginea-Bissau.
Yezh pennañ Gambia an hini eo e-keñver an niver a dud a ra ganti.
Tost a-walc'h eo ar yezh-mañ d'ar bambareg dre vras.
Skrivet e vez ken alies all gant al lizherenneg arabek ha gant al lizherenneg latin. Implijet e vez a-wechoù ivez un doare-skrivañ ispisial anvet ar skritur nkoek.