| |||
Krougadenn Mansour al-Hallaj Dornskrid Walters W.650, 1602 | |||
Ganedigezh | c. 858 (244 AH) Tur al-Baida, proviñs Fars Persia | ||
Marv | 26 a viz Meurzh 922 (24 Doul Kada 309 AH) Baghdad Kalifelezh Abbasid | ||
Kenelelezh | Persian | ||
Maread | Abbasided | ||
Relijion | Islam sunnit Soufiegezh | ||
Micherioù | Barzh Kelenner |
Mansour al-Hallaj (arabeg : ابو المغيث الحسين بن منصور الحلاج Abū 'l-Muġīṭ Al-Ḥusayn bin Manṣūr al-Ḥallāğ ; persaneg : منصور حلاج Mansūr-e Ḥallāj), bet ganet c. 858 e Fars (Persia) ha marvet d'ar 26 a viz Meurzh 922 e Baghdad (Kalifelezh Abbasid), a oa ur barzh hag ur c'helenner war ar soufiegezh persian.
Brudet eo e bed an islam ar bomm bet distaget gantañ, أنا الحقيقة ana al-haqqiqat, "me eo ar Wirionez", a voe barnet gant lod tud evel diogeladur e zoueelezh tra ma komprenas lod all en devoa kaset e ego da get evit ma c'hellje an doue komz drezañ.
Kalz diskibled en devoe a-drugarez e brezegennoù betek ma voe mesket e stourmoù evit ar galloud e lez an Abbasided, ar pezh a dalvezas dezhañ bout krouget abalamour da damalloù politikel ha relijiel. Ur c'hemm pouezus en istor kevrinelezh an islam e voe e lazhadenn.
Petra bennak ma voe diaotreet gant e genseurted soufi e troas Mansour al-Hallaj da unan eus tudennoù pennañ ar soufiegezh, a-drugarez studioù an islamoniour gall Louis Massignon (1883-1962).
Ganet e voe Mansour al-Hallaj war-dro ar bloaz 858 e proviñs Fars e Persia, mab d'ur hallaj (الحلاج) (kribiner koton) e Tur al-Baida, "Tur an Hini Wenn", ur gêr arabekaet. Zoroastrour e oa e dad-kozh a-berzh tad.
Pa oa bugelig c'hoazh e tilojas an tiegezh da Waset war ribl ar stêr Digris evit bout tostoc'h da greizennoù gwiadel ar rannvro. E Waset e voe kelennet en doare hengounel ; d'an oad a 12 vloaz e ouie ar C'horan dre eñvor. Dre ma oa arabek-rik e studioù e kollas an tamm persaneg en devoa desket e Tur al-Baida.
Tro-dro d'e 16vet bloaz e troas da ziskibl al lenneg soufi Sahl al-Toustari (c. 818-c. 896) kent kaout e sae soufi (qerqa) digant 'Amr bin Otoman Makki e Basra (en Iraq hiziv). Chom eno a reas, ha dimeziñ gant merc'h Abou Yakoub Aqta' ; tri bugel o devoe.
Diskibled ar mestr soufi meur Junayd al-Baghdadi (830- 910) e oa 'Amr bin Otoman Makki hag Abou Yakoub Aqta' ; kejañ ouzh ar mestr a reas Mansour al-Hallaj ; pa veze brudet Junayd al-Baghdadi evit difenn ur soufiegezh "diginkl" e voe tamallet da Vansour bout "pistriet" pa oa o vont war-du un tu enep, evel ma skrivas an doueoniour Ali al-Houjwiri en XIvet kantved en e bleustrad diwar-benn ar soufiegezh, Kachf al-Mahjoub, "Diskuliadur ar pezh a zo kuzh"[1].
P'edo Mansour al-Hallaj o chom e Basra e tarzhas Thaourat al-Zanj (ثورة الزنج) "Emsavadeg ar Vorianed", anavet evel Emsavadeg ar Zanjed (869-883) : tud eus ar rannvro, harpet gant sklaved vantouek bet degaset eus Afrika ar Reter, a stourmas ouzh kalifelezh an Abbasided ; moustret garv e voe ar rebellded, pa voe lazhet tremen dek mil a dud[2]. Unan eus kaserien ar stourm e oa breur-kaer Mansour, ar pezh a zegasas dezhañ bout lakaet da estremour chiit.
Goude an emsavadeg, ar prezeger a guitaas Basra da seveniñ ar birc'hirinded vihan (oumra) da Vekka[3], kent ober un emdennañ e mogeriad lec'h nevetañ an islam, an Diñs, peogwir en devoa gouestlet ur bloavezhiad tav ha yun. Pa zistroas d'ar gêr e kontas e skiant-prenet hag e vennozhioù ; argaset e voe gant e dad-kaer Aqta' ha taget gant e vestr Makki.
Kuitaat Basra a reas adarre, da vont da gêr Dostar da brezeg an dud vihan evit o broudañ da gavout an doue en o ene dezho, alese e lesanv Hallaj al-Asrar "Kribiner an eneoù kushañ". Dre ma ne wiske ket sae ar soufiegezh ha dre ma prezege e yezh eeun ar bobl e voe lakaet da visioner qamart, da lavarout eo da sektennour hag a veske an islam chiit hag ar zoroastregezh, ha neket da visioner soufi ; pa savas enebiezh outañ e Tostar en arbenn a gement-se ez eas kuit hag e tremenas pemp bloavezh o prezeg e proviñs Khorasan hag e Transoksiana[4] ; brud a c'hounezas er bed islamek, ha pa guitaas Transoksania da seveniñ e eil birc'hirinded da Vekka e yeas kantadoù a ziskibled d'e heul.
E Mekka avat e voe tamallet dezho gant e dad-kaer bout sorserien hag o devoa entuet gant al-djinn (الجن), an drouksperedoù a oa anezho er bed arabek rakislamek hag a oa bet ebarzhet e gwengelouriezh an islam ivez. Heuget an tamm anezhañ gant an afer e kemeras Mansour al-Hallaj penn an hent da Durkestan hag India.
Distroet eus e hir a veaj en em stalias ar prezeger soufi e Baghdad. Tro-dro d'ar bloaz 902 e sevenas un trede ha diwezhañ pirc'hirinded da Vekka. Hervez Louis Massignon e pedas a vouezh uhel eno evit ma raje an doue anezhañ un den kolletoc'h ha milligetoc'h eget un difidel — petra bennak ma 'z eo hevelep disklêriadur ur pimpatrom eus emzalc'h ar soufiegezh, ma klasker bout distag eus kement tra vedel a-benn mont da get en doue, en e zesterias L. Massignon evel c'hoant ar prezeger d'en em aberzhiñ a-benn dic'haouiñ en anv an holl vuzulmaned.[5]
En e di e Baghdad e savas Mansour al-Hallaj ul lunell eus an Diñs evit e azeul prevez, hag e kantreas dre ar straedoù da skignañ ar pezh en devoa lavaret e Mekka ; hervez an testenioù koshañ ez eo d'ar mare-se, e-touez skolidi ar mestr soufi Abu Bakr Chebli († 945), e lavaras Mansour « Me eo ar Wirionez », ar bomm a zo chomet stag outañ abaoe hag ar chath (شطح) "disklêriadur goursavel" brudetañ en istor ar soufiegezh. Hervez dornskridoù all bet savet dekvloavezhiadoù diwezhatoc'h e voe distaget gant Junayd al-Baghdadi e gwirionez, hag ez-prevez[5]. Bezet pe vezet, hengoun ar bobl en deus liammet ar chat-se ouzh krougadenn Mansour al-Hallaj, rak kement skrid a zo bet a-zivout an darvoudenn a laka Chebli pe Junayd da ziouganañ lazhadenn ar prezeger abalamour d'e zisklêriadur.[5] Embannadennoù all evel « A vuzulmaned, salvit-me diouzh an doue ! » hag « An doue a lakaas ma gwad feal deoc'h, lazhit-me ! » a drubuilhas ar bobl hag a reas nec'h d'an dud desket. Kaset e voe dirak al lez-varn, en aner avat rak ur gwiraour a zisklêrias e oa an awen gevrinel dreist e varnerezh.[5]
Distabilded a veze e Baghad war tachenn ar politikerezh d'ar mare m'edo Mansour al-Hallaj o chom eno. A-c'houde emzalc'h ar prezeger e klaskas ar sunnaaded hengounelour adreizhañ ar Stad dre zigadoriañ ar c'halif kozh ; unan eus o dalc'hidi a lakajont war an tron e 908, met hennezh ne renas nemet e-pad un devezh. Bloaz goude en em savjont adarre, ha Mansour al-Hallaj a voe en o zouez.
Kement a enebourien en devoa e kêr ma rankas ar mesker tec'hel kuit da Ahvaz e Khuzestan. Eno avat e voe harzet e 912 ha bac'het e Baghdad, war zigarez ma 'z embanne bout doueek ha ma prezege an enkorfadur. Ur wizir (وزیر) – unan eus kuzulierien ar c'halif – a zeuas a-benn da derriñ ar prosez, met tamallet e voe dezhañ bout a-du gant ar Gamarted ; ouzh post-ar-vezh e voe lakaet kent bout toullbac'het ivez.
Nav bloaz e chomas Mansour al-Hallaj e karc'har al lez, m'en devoa dalc'hidi hag enebourien. Eno ez aozas an darn vrasañ eus e skridoù, en o zouez lod hag a zegasas un eil prosez dezhañ abalamour ma yeas unan eus e enebourien d'o diskouez d'ar c'halif ; en unan anezho e c'houlenne ar prezeger ma vije savet adskeudennoù eus an Diñs nevet evit an dud na oant ket gouest da vont da Vekka da seveniñ an hadj.
D'ar 26 a viz Meurzh 922 (24vet devezh Doul Kada' (دل كاداه), 11vet miz ar bloaz 309 AH) e c'houzañvas Mansour al-Hallaj mil taol skourjez a-raok ma vije troc'het e zaouarn, ha krouget e voe war-lerc'h ar boureviadur.
Disoc'h dizanaouedegezh ar soufiegezh sunnit gant an dud vihan ha gant pennoù bras koulz relijiel ha politikel, pa ne voe frammet nemet adalek an XIvet kantved, eo planedenn reuzus Mansour al-Hallaj.
Ouzhpenn bout bet brudet evel "kribiner an eneoù kushañ" a brezege ar werin en he yezh evit ma kavje an doue en he askre, meur a vurzhud a voe lakaet war e gont gant ar bobl : bout enaouet 400 kleuzeur gant e vizied en Iliz ar Bez Santel e Jeruzalem ha lazhet ur flammenn beurbadus zoroastrour gant un taol milgin zo daou anezho[6].
Kement-se a ziskouez e klaskas Mansour al-Hallaj skignañ doare ar soufiegezh da zesteriañ ar feiz, pell diouzh reuter al lenneien hag ar pennadurezhioù muzulmat. Evitañ e oa an islam feiz an holl peogwir emañ « skrivet anv an doue e kalon pep muzulmat », ha kefridi pep muzulmat eo mont don en e askre d'e gavout. Lakaat sevel adskeudennoù eus ka'abah Mekka e pep lec'h a vije un doare da gas e vennozh da bennvat.
Teir c'hudenn e desteriadur e brezeg hag e skridoù o deus e gaset d'ar post-kroug en diwezh.
« Me eo an doue » eo a voe komprenet gant an dud, peogwir ez eo al-Haqqiqat "ar Wirionez" unan eus nav anv an doue en islam. Gwerzennoù bet skrivet gantañ a voe peadra da deurel an dismeg warnañ ivez : Gwelout a ris ma Aotrou gant daoulagad ar galon / Goulenn a ris : « Piv oc'h-c'hwi ? » / Respont a reas : « Te. »
Doare ar prezeger da intent ha da gelenn unan eus lavaredoù ar profed Mahomed e oa war a seblant : « Tron an Holldrugarezus eo kalon an den a feiz. », da lavarout eo emañ an doue e pep feizad.
Kement-se avat a gaver tost da 300 vloaz diwezhatoc'h e skridoù ar mestr soufi Jalal ad-Din Roumi (1207-1273)[7].
Abalamour ma 'z embanne bout an doue, a-hervez, e voe tamallet da Vansour al-Hallaj ar širk (شرك), ar pec'hed a liesdoueegezh peogwir e vije-eñ un doue ouzhpenn Allah hag a idolerezh peogwir ez azeulje e gorf e-lec'h Allah hepken.
Sonnoc'h dalc'had d'an undoueegezh egetañ ne oa ket avat, pa 'z eas betek ober meuleudi da شيطان Shayṭān , Satan an diaoul en e levr Kitāb al-Tawāsīn : evel Satan en em lakae, rak un doueour gwirion eo an diaoul peogwir ne sent nemet d'an doue — nac'h a reas disentiñ pa voe gourc'hemennet dezhañ ober gant an doue end-eeun dirak Adam. A-du gant ar sell-se e savas lenneien soufi diwezhatoc'h[8].
Koll pep bezañs douarel, mont war-du netraiñ ar bezoud — hag emskiant an netraiñ ar bezoud — eo unan eus mennozhioù ar soufiegezh. An doue ha spered an den en ur c'horf hepken ne dalvez ket ez eus div zoueelezh er c'horf-se : kendeuzet int en ur spered hepken, ha netraiñ bezoud an den a gas d'ur boud hepken, an doue[9]. Kement-se a skrivas Mansour al-Hallaj, p'en em lakaas evel bodenn dan Moizez ; an hevelep skeudenn a gaver en henskridoù arabek ma weler balafenned noz o tarnijal tro-dro d'ur gleuzeur betek mont da get en abeg d'ar gor, ar pezh zo deuet da vout unan eus an arouezioù paotañ e barzhonegoù soufi Persia.[5]
Un ezel direizh e metoù ar soufiegezh e voe Hallaj al-Asrar, pa soñje d'an darn vrasañ eus e gengredenneien e oa arabat mont war hent ar gevrinelezh pa vezed o prezeg dirak ar werin — ar pezh a reas koulskoude, hag a gelennas ivez, hag a skrivas zoken, betek koll e vuhez.
Petra bennak ma oa persan ne skrivas Mansour al-Hallaj nemet en arabeg ; ul levrlennadur klok zo bet savet gant Louis Massignon, op. cit.
Nebeut a dud a savas ken niverus a vreutadegoù eget Mansour al-Hallaj e metoù addisplegerien an islam, forzh pe hini e vefe o redenn vennozhioù : hogosik an holl zoueoniourien ha lenneien hag a savas eneptañ o deus asantet d'e hêrezh pe d'e zigablusted ; an darn vrasañ eus kelennerienn gentañ ar soufiegezh a enebas outañ, met santelaet pe dost e voe gant ar rummadoù war-lerc'h[10].
Er c'hantved ha hanter goude marv Mansour al-Hallaj e voe aozet skridoù klasel ar soufiegezh. Un aspadenn eus ar rendaeloù diwar e benn eo n'emañ ket en daou zastumad buhezskridoù bet savet gant Abu No'aym Esfahani († 1038) hag ʿAbd-al-Karim Qochayri († 1072)[11] : Esfahani a voulc'has e levr dre gondaoniñ an enkorfadur hep menegiñ al-Hallaj gwech ebet, padal e venegas Qochayri mennozhioù ar mesker e rann pleustrek e zastumad — a pezh a ziskouez e oa lakaet diaes gant an droug a c'hoarvezje mar lakaje al-Hallaj e-touez harozed ar soufiegezh, hep mont enep ar mennozhioù avat[12].
Bez' emañ Mansour al-Hallaj er pleustrad koshañ bet savet e Persia diwar-benn ar soufiegezh, Kashf al-mahjub Ali Houjviri (c. 1009 – c. 1075) ; war an hir e kont buhez ar prezeger en ur zifenn e grog : boureviet e voe abalamour ma oa bet droukvesket gant un al-Hallaj all, pe skignet e oa bet kelennadurezhioù disivouder gant ur strollad anvet Ḥallājiān en devoa lakaet e zrougoberoù war anv ar prezeger dinamm[13].
En XIIIvet kantved e voe ur buhezskrid all gant Farid-al-Din († 1221) ma tisplegas ha ma tifennas chath brudet al-Hallaj ; adalek ar skrid-se e kaver meneg eus mennozhioù ar prezeger er varzhoniezh persian hag e garskeudennoù an arzourien.
Brudet-bras e voe Mansour al-Hallaj neuze, lakaet e voe da verzher pennañ ar soufiegezh, hag a-feur ma tremene ar c'hantvedoù e voe meneget e-touez evel barzhed ha skrivagnerien veur Azia ar C'hreiz, Anatolia hag India.[5]
Hiziv an deiz e soñj da feizidi ar soufiegezh e talveze « Me eo ar Wirionez » kement hag « An doue en deus diverket pep tra ennon war-bouez an doue ». Biskoazh hervezo ne nac'has Mansour al-Hallaj unelezh an doue, un undoueour gwirion a oa anezhañ ; krediñ start a rae avat e vez kaset ar feizad d'an unaniezh wenvidik gant Allah mar gra bepred hervez plijadurezh an doue.