Manuelita (son)

Monumant da Manuelita, en Pehuajó.

Manuelita pe Manuelita la tortuga, zo ur ganaouenn spagnolek evit bugale, savet gant ar sonaozourez arc'hantinat María Elena Walsh, en 1962, ha kanet da gentañ en albom Doña Disparate y Bambuco (1962), gant Leda y María[1].

Penndudenn ar son eo ar vaot Manuelita, a garfe sachañ warni evezh un tarvaot (un tortugo que pasó).

Unan eus brudetañ kanaouennoù-bugale Arc'hantina eo[2],[3].

María Elena Walsh, war-dro 1971

Un doare gallek zo d'ar ganaouenn, a zo bet kanet gant Jairo.

Ur film zo bet savet e 1999, Manuelita, diwar ar ganaouenn.[4].

  1. "Manuelita la tortuga."
  2. "María Elena Walsh cumplirá 75 años." La Gaceta. 30 a viz Genver 2005.
  3. Manuelita, la tortuga - La Opinión - Rafaela - 08/05/2008
  4. Graeber, Laurel. "A Magical Childhood." The New York Times.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]