Maol e gouezeleg, pe Mull e saozneg Bro-Skos, a dalv menez moal, hep gwez.
Kar eo ar ger gouezelek d'ar gerioù moel e kembraeg, ha moal e brezhoneg . E Kembre e vez graet Moel eus menezioù hep gwez. E brezhoneg eo anavezet ar ger e Molenez.
Stank eo ar ger e douaroniezh Bro-Skos. Talvezout a ra neuze kement ha beg-douar uhel ha noazh , tost evel ur menez, pa vez gwelet a bell.