Marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù (sinaeg 春秋时代, pinyin chūn qiū shí dài, "marevezh nevezamzerioù diskar-amzerioù"[1]) a reer eus ur marevezh en Istor Sina a badas eus 770 KJK betek 476 KJK, kent ganedigezh Sina er bloavezh 221 KJK eta. Eus al levr klasel Bloazdanevelloù an Nevezamzerioù hag an Diskar-amzerioù, a zo unan eus Pevar Levr ha Pemp Klaselour Sina, e teu an anv .
Ar bloavezhioù 722-481 zo danevellet er C'hlaselour, da lavaret eo e krog 48 vloaz diwezhatoc'h hag ez echu 5 bloaz abretoc'h eget ar marevezh istorel evel m'eo bet staliet gant an istorourien.
Evit a sell ouzh amzeroni Istor politikel Sina ez eo Chūn Qiū Shídài kentañ marevezh ren ar remziad Zhou ar Reter (771-221), an eil tamm o vezañ Marevezh ar Stadoù Brezelour (475-221)[2].
Pa oa ren ar remziad Zhou ar C'hornôg (1027-771)[3] o vont da echuiñ e voe pobladoù kantreer ar Gwalarn, 犬 Quăn ("Kon/Chas") ha 戎 Róng ("Armead") dreist-holl, o c'hounez tachenn er Reter a-wagennadoù hag o krignat an tiriad Zhou tamm-ha-tamm betek lakaat gourdrouz bras war e galon.
Er bloavezh 771 e voe lazhet ar roue ZHOU You gant an alouberien kevredet gant markiz ar Stad Shen[4]. Peogwir e teuas diaes d'e warlerc'hiad ar roue ZHOU Ping chom er gêrbenn gozh e tec'has, harpet gant ar Stadoù Jin ha Zheng[5], da staliañ e Lez en ur gêrbenn nevez, Luoyi[6]., pelloc'h war ar Stêr Velen (黄河 Huáng Hé) e Reter ar rouantelezh. Eno e tiazezas ar remziad ZHOU ar Reter er bloavezh 770.
Krennet a-galz e oa bet ar rouantelezh Zhou neuze, pa ne astenne ket e levezon pelloc'h eget bro ar gêrbenn, ha gwanaet kement all galloud ar roue a oa gronnet gant aotrounez na sentent mui outañ.
Buan e voe kevezerezh etre an aotrounez-se a-benn kemer an tu kreñv an eil re war ar re all.
E-kerzh marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù e teuas lod Stadoù da vezañ galloudus dre lakaat Stadoù amezek dindan o beli ; Pemp pennaotrou marevezh an Nevezamzerioù ha Diskaramzerioù a reer eus duged ar Stadoù Chu, Jin, Song, Qi ha Qin[7].
Er bloavezh 681 KJK e voe Qi e penn an unvaniezh a gemeras lec'h ar roue a-benn renkañ ar brezelioù etre ar Stadoù gwizien da Zhou[8].
Gant duged Jin ha Qin kevret e voe unanet aotrounez Kompezenn Greiz ar Stêr Velen dindan banniel roue Zhou a-benn skarzhañ an alouberien en Norzh ha stourm ouzh ar Stad Chu er Su. Brezelioù hir a voe en daou du, ar pezh a saveteas sevenadur ar Gompezenn Greiz e gwirionez.
Hogos a-hed marevezh an Nevezamzerioù ha Diskaramzerioù e padas ar brezel etre ar Stadoù Jin ha Chu, met pa voe tost echu ar marevezh e voe ar Stadoù Wu ha Yue[9] ar Stadoù kreñvañ.
A-feur ma yae galloud ar rouantelezh Zhou war ziskar e kreske hini an aotrounez amezek, daoust dezho kendelc'her da embann o fealded da Zhou. Tamm-ha-tamm e kreskas o ziriadoù hag o dizalc'h, ha dre-se e kemmas ar frammoù politikel en dugelezhioù, petra bennak ma choment levezonet gant reizhiad ar rouantelezh o vont da get.
Ar c'hladdalc'helezh eo a oa framm reizhiad politikel ar rouantelezh Zhou ; eilet e voe e pep dugelezh, hogen war ur skeul vihanoc'h evel-just, hini ar gêrbenn hag he broad.
Pa vez heñvel an abegoù e vez heñvel an heuliadoù : c'hoarvezout a reas gant an aotrounez ar pezh a oa c'hoarvezet gant Zhou.
Rener ar Stad-mañ-Stad a zalc'he e veli war an noblañsoù dre reiñ douar-dalc'h dezho evel gopr, ar glad-se o tremen d'o diskennidi a rumm da rumm. Un asked eus melestradur kemplezhek ar rouantelezh a oa e pep dugelezh, an noblañsoù gwizien d'ar roue o c'hoprañ gwizien d'o zro a-benn renkañ ar bobl.
E dibenn marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù e voe lod noblañsoù o c'hounit galloud hag oc'h em zistag diouzh beli an dug, tra ma teue o gwizien ken galloudus ivez ma kemerent perzh e meradur ar Stad – an noblañsoù a rene war ar Stad tra ma oa o gwizien ouzh he c'has.
Peogwir e kreske tiriad pep Stad e voe tachennoù nevez da ziorren, ha prevez e oa an darn vrasañ eus an douaroù nevez-labouret. Tamm-ha-tamm e yeas ar bobl drouklaouen gant dasparzh an douaroù ha nec'het o vezañ rediet da labourat an douar evit an noblañsoù. Pa zistroas an dud o zailhoù diouzh perc'henned an douaroù ez eas stad kefioù pep dugelezh da falloc'h-fallañ.
En abeg da gement-se e voe kemmet reizhiad arc'hantel an douaroù e lod Stadoù adal kreiz marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù : er Stad Lu da skouer, er bloavezh 594 KJK, e voe lamet an diforc'h etre douaroù an noblañsoù hag an douaroù prevez, ha staliet an tailhoù dre ment pep domani. Kresk a voe en tailhoù dastumet, ha muioc'h a galon o devoe ar gouerien da labourat an douar. Dre ar c'hemm-se el labour-douar e voe kemmet ar greanterezh hag ar c'henwerzh ivez.
Teir renkad tud a oa bet er gevredigezh betek-henn : an noblañsoù, an dud voutin hag ar sklaved.
Diwar o c'hanedigezh e veze tutet ha gopret ar gargidi, ha hêrezhel e oa ar c'hargoù peurliesañ : tu a oa d'an noblañsoù da vezañ kargidi a rumm da rumm hep ober tra pe dra ha hep bezañ gouest e gwirionez da seveniñ o c'harg.
Er c'hontrol, ral a wezh e c'halle ar werinidi – hag an noblañsoù izel ivez – tizhout ur garg politikel. Ar sklaved, int, ne oant ket en o frankiz zoken.
E dibenn marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù e voe un tamm kemm en traoù.
Tra ma kendalc'hed da c'hoprañ tud diouzh o ganedigezh e krogjod da duta lod all hervez o ampartiz. Noblañsoù izel, ha gwerinidi zoken, a c'hounezas fiziañs ar renerien dre o barregezh hag a voe anvet e kargoù pouezus er Stad. Tamm-ha-tamm e teuas ar ouizieien da vezañ kreñvoc'h eget an noblañsoù e c'hoari ar galloud kevredigezhel.
Gant red an amzer hag ar gevredigezh nevez o tiorren e krogas renkad ar werinidi da vont da get ivez. Echuet e voe gant ar renkadoù digemmus : ur gwerinad a c'hallas treiñ da nobl, hag un nobl distreiñ da werinad. Doujet e veze al labourerien-douar, ar vicherourien hag ar ouizieien heñvel. Kargidi a droas da bolitikerien, ha kenwerzhourien binvidik a c'hounezas galloud. Sklaved a voe lakaet en o frankiz p'o devoa servijet en arme.
Diwar ar c'hemmoù politikel hag armerzhel e teuas kemmoù er vuhez sevenadurel ivez.
Ne oa mui ar sevenadur hag al lennegezh e-kerz an noblañsoù hepken, ha skolioù prevez a voe digoret a-benn stummañ gouizieien ha kargidi nevez.
Muioc'h-mui a dud desket a voe er gevredigezh, ar pezh a c'hanas kalz mennozhioù ha soñjoù nevez e-kerzh marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù.
An tri fouezhusañ anezho e voe an Daoegezh, ar Gonfusianegezh hag al Lezennouriezh.
Marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù a zegasas kemmoù bras a voe empret er gevredigezh en eil hanter eus ren ar remziad Zhou ar Reter, pa ne chomas, goude un hir a vrezel, nemet seizh Stad : Seizh Galloud Marevezh ar Stadoù Brezelour.
|
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |