Maria Anna Aostria pe Maria Ana de Áustria e portugaleg, (Maria Anna Josepha; 1683 – 1754) a oa arc'hdugez Aostria, evel merc'h d'an impalaer santel Leopold Iañ (1640-1705), ha d'e bried Eleonore Magdalene von der Pfalz.
Ur vaouez desket e oa, ha meur a yezh a ouie komz: alamaneg ha portugaleg evel-just, hag ouzhpenn galleg italianeg, spagnoleg, latin, ha saozneg a gomprene ivez.
Dimeziñ a reas da João V (1689-1750), Roue Portugal, ha ren a reas en e lec'h adal 1742 betek 1750 e-keit ma voe klañv he fried.
Maria Ana de Áustria he doe c'hwec'h bugel, gant João V, ha tri anezho a voe rouaned pe rouanezed Portugal pe Spagn:
Div wech e voe rejantez.
Maria Anna hag he ziegezh eo penntudenn romant José Saramago, Baltasar e Blimunda e 1987.