Ouzhpenn bezañ ur ganerez a dalvoudegezh, unan eus ar re bouezusañ en istor ar vro, eo an eil kanerez evit ar gwerzhañ pladennoù en he bro. Lesanvet eo bet Abelha-rainha (gwenanenn-rouanez) abalamour da werzenn gentañ ar ganaouenn eus ar bladenn Mel e 1979, savet gant he breur.
Merc'h eo da José Teles Veloso (Seu Zezinho), implijad en ti-post, ha Claudionor Viana (Dona Canô) hag o c'hwec'hvet bugel. Dibabet e oa bet hec'h anv, Maria Bethânia, gant he breur Caetano Veloso abalamour d'ur ganaouenn brudet en amzer-se, Maria Betânia, ur valsenn savet gant Capiba ha kanet gant Nélson Gonçalves.
Deuet eo da vout unan eus kanerezed gwellañ ha brudetañ Brazil, hag he breur unan eus ar gwellañ kanerien ha sonaozerien, saludet gant ar ganvarnerien. Savet e voe Maria Bethânia e kêr Santo Amaro da Purificação hag e-barzh ar relijion gatolik, gant levezon candomblé ouzhpenn, ha troet eo gant ar relijion afrikan Ketu[1].
Aktourez a felle dezhi bout en-bihan, met ampart e oa evel kanerez, ha perzh a gemeras en-yaouank en abadennoù gant Tom Zé, Gal Costa, Caetano Veloso ha Gilberto Gil.
Beth Carvalho canta o samba da Bahia, gant Lula Buarque de Hollanda (EMI Music, DVD) ("Suíte dos pescadores" de Dorival Caymmi, gantBeth) [abadenn en Teatro Castro Alves, e Salvador, 23 Eost 2006, da lidañ 60 vloaz Beth Carvalho]
Maria Bethânia - Pedrinha de Aruanda, gant Andrucha Waddington (RJ, 60 min) (Biscoito Fino-Quitanda-Conspiração Filmes, 2007, DVD)
2008
Omara Portuondo e Maria Bethânia (Biscoito Fino, 2008, DVD), eus enrolladur ar bladenn CD;
Omara Portuondo, Maria Bethânia - Ao vivo, gant Mario de Aratanha (Biscoito Fino, 2008, DVD), enrollet d'ar 4 ha 5 a viz Ebrel 2008 er Palácio das Artes, e Belo Horizonte
E 2006, he deus bet tri friz Tim, uhelañ prizioù sonerien ar vro, evel gwellañ kanerez, gwellañ pladenn (Que falta você me faz), ha gwellañ DVD (Tempo, tempo, tempo, tempo).