Marine Corps Base Camp Lejeune (/ləˈʒɜːrn/), berraet e Camp Lejeune, zo ur bazenn gourdoniñ 640 km2 eus an US Marine Corps lec'hiet e Jacksonville, North Carolina.
23 km a arvor pe aodoù a zo, pouezus eo evit gourdonierezh ar soudarded dour-ha-douar a ya d'ober ar Marines. Ouzhpenn-se dre ma z'eo lec'hiet etre daou borzh bras Wilmington, North Carolina hag hini Morehead City, North Carolina ez eo aesaet kalz lorc'hañ un nerzh kas.
Bazenn pennañ ar c'hamp a zo savet gant c'hwec'h skourr: Marine Corps Air Station New River, Camp Geiger, Stone Bay, Courthouse Bay, Camp Johnson, hag an hini ziwezhañ, ar Greater Sandy Run Training Area.