Markdown zo ul lavar merkañ, krouet e 2004 gant John Gruber hag Aaron Swartz, implijet e kalz meziantoù kenlabourat, da skouer Github, Gitlab, Reddit ha StackExchange. Dre ma n’eus standard ebet e kaver meur a stumm anezhañ: CommonMark, Github Flavored Markdown, GitLab Flavored Markdown, ha re all.
Anavezet eo bet Markdown gant an IETF (Internet Engineering Task Force) dindan anv text/markdown[1],[2].
Un talbenn, titl ur rannbennad, a zo # he lizherenn gentañ.
# Talbenn live 1 ## Talbenn live 2 ### Talbenn live 3 … ###### Talbenn live 6
Un doare all a zo evit ranbennadoù a live 1 ha 2 :
Talbenn live 1 ============== Talbenn live 2 --------------
*Stouet a vo al lizherennoù er frazenn-mañ* _hag er frazenn-se_. **Tev a vo al lizherennoù er frazenn-mañ** __hag er frazenn-se__.
Menegiñ un arroudenn a vez graet gant > e deroù pep linenn.
> Hep dec’h hag hep warc’hoazh > Hiziv ne dalv ket c’hoazh > — Pêr-Jakez Helias
Gant *, -, pe + e saver listennoù.
Da ober a-raok mont da gousket: * boueta ar pesked * serriñ an nor * lazhañ ar gouloù
Listennoù niveret a c’heller sevel ivez. Ret eo skrivañ sifroù, met n’eus forzh pere : lakaet vo 1, 2… hag all gant ar meziant a lenn Markdown.
Da ober em buhez: 1. bezañ ganet 2. studiañ 7. labourat 42. mervel