Marken zo ur geriadenn e kumun Waterland, en Izelvroioù. Un enezenn e oa Marken gwechall, ha bremañ eo deuet da vezañ ul ledenez stag ouzh an douar-bras war-bouez ur chaoser, war ribl ar Markermeer.
Darempredet-stank e vez Marken gant an douristed a zeu da welet an tiez koad a oa re ar besketaerien gwechall. Ur gumun e oa betek 1991. Neuze e voe bodet gant meur a gumun all da sevel kumun nevez Waterland[1].