Marko Marulić (distaget [mâːrko mǎrulitɕ] e kroateg ; Marco Marulo en italianeg) (18 Eost 1450 – 5 Genver 1524) a oa ur skrivagner hag ul lenneg kristen kroat, ganet e Split, e Republik Venezia d'an ampoent. Sellet a reer outañ evel "tad an Azginivelezh e Kroatia".
Skrivet en doa e latin hag e kroateg. Sinañ a rae e skridoù Marko Marulić Splićanin ("Marko Marulić eus Split"), Marko Pečenić, Marcus Marulus (pe de Marulis) Spalatensis, pe Dalmata. Unan eus e oberennoù, anvet Psichiologia de ratione animae humanae, a gaver enni ar meneg kentañ eus ar ger "psichiologia" ("psikologiezh"), meur a zek vloaz a-raok ma voe implijet ar ger gant ar prederour alaman Rudolf Goclenius[1].
E kroateg:
E latin: