Marloes zo ur gêriadenn eus Kembre, e kornôg Sir Benfro. Emañ war ribl Bae Sain Ffraid, war ur beg-douar anvet "Penrhyn Marloes", er c'hornôg da Aberdaugleddau.
Brudet eo Marloes abalamour d'an aod-traezh hir en em astenn war ribl Bae Sain Ffraid, en norzh d'ar gêriadenn.
Dirak beg-douar Marloes emañ Enez Skomer, unan eus inizi Sir Benfro, brudet abalamour d'al loened a gaver enni. Er su da v-Marloes emañ kêriadenn Dale. Eno e touaras Herri Tudor e 1487 hag alese e kerzhas dre Gembre ha Bro-Saoz betek Emgann Bosworth.