Maschinenpistole 18 | |
---|---|
Ur bistolenn-vindrailher Bergmann MP 18 | |
Kinnig | |
Bro | Impalaeriezh Alaman |
Mont en-dro | Pistolenn-vindrailher aotomatek |
Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum Stummoù ezporzhiet pe produet en estrenvro : 7,63 × 25 mm Mauser 7,65 × 21 mm Parabellum |
Ijiner | Hugo Schmeisser |
Produer | Bergmann Waffenfabrik |
Mare produiñ | 1918 - bloavezhioù 1920 |
Mare implij | 1918 - 1945 (Alamagn) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 4,18 kg |
Hirder | 832 mm |
Hirder ar c'hanol | 200 mm |
Perzhioù all | |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 380 m/s |
Lusk-tennañ | 350 - 500 tenn/mn |
Endalc'h | Karger-fiñv ront TM 08 32 gartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar Bergmann MP 18 (evit Maschinenpistole 18), anvet a-wechoù MP 18/1, zo unan eus ar pistolennoù-mindrailher kentañ[1]. Ijinet e voe gant Hugo Schmeisser e 1917 ha lakaet e voe e servij en arme alaman e 1918, e-pad mizioù diwezhañ ar Brezel-bed Kentañ.
E 1915 e klaskas Alamagn reiñ lañs d'un doare soudarded nevez, hag a voe anvet diwezhatoc'h Sturmtruppen (soudarded arsailh), o fal argadiñ al linennoù gall ha saoz en ur mod disheñvel hag efedusoc'h, pa oa krog ar soudarded a bep tu da chom e trañcheoù diaes da dapout. Sevel a reas an ezhomm da gaout un doare arm nevez, bihan, gouest da dennañ kartouchennoù pistolennoù en ur mod aotomatek hag efedus en emgannoù a-dost.
An embregerezh Bergmann a ginnigas e 1917 he fistolennoù-vindrailher kentañ (Maschinenpistole), savet gant Hugo Schmeisser, unan eus e ijinourien yaouank. Kambret e oa evit ar munision standart 9 × 19 mm Parabellum, ha pourvezet diwar c'houlenn an arme gant ar memes karger ront evit hini ar pistolennoù Luger P08 Artillerie[2]. Ur mod-tennañ aotomatek a oa hepken. Ur c'huzh-kanol didoullet a oa war an arm da yenaat anezhañ pa denned.
50.000 MP 18 a voe urzhiet gant an arme alaman da gentañ, met un 30.000 bennak hepken a voe produet a-raok an arsav-brezel e miz Du 1918, hag etre 3.000 ha 10.000 diwarne a voe implijet da vat en emgannoù[2]. Lesanvet e voe Grabenfeger (netaerez trancheoù) gant ar soudarded. Berzet e voe he froduiñ gant feur-emglev Versailhez e 1919[3], hag un nebeud miliadoù a skouerennoù hepken a voe lezet gant an arme alaman, 1920 engravet warne. Gwerzhet e voe ar brevedoù d'an embregerezh suis SIG, a broduas anezhi dindan an anv SIG Bergmann. Adkambret e voe er c'halibr 7,65 × 21 mm Parabellum reolius en arme suis[4].
An MP28 hag ar Steyr-Solothurn S1-100 a voe deveret anezhi e dibenn ar bloavezhioù 1920.