Masimilian Iañ Jozeb

Masimilian Iañ Jozeb Bavaria en e zilhad roue.

Maximilian Jozef von Zweibrücken, pe Masimilian Iañ Jozeb (Mannheim, 27 Mae 1756München, 13 Here 1825) a voe kont Ribeaupierre, priñs meur a zouar en Elzas, ha goude dug Zweibrücken, kont Birkenfeld,dug Bavaria ha priñs-dilenner an Impalaeriezh Santel eus 1795 betek 1805 da gentañ, ha goude-se kentañ roue Bavaria, eus 1806 betek e varv e 1825. Evel dilenner e oa Masimilian IV, evel roue e oa Masimilian Iañ Jozeb.

Mab e oa da Friedrich Michael von Pfalz-Zweibrücken-Birkenfeld (1724–1767), dug Pfalz-Birkenfeld-Bischweiler, ha d'e bried Maria Franziska Dorothea von Pfalz-Sulzbach (1724–1794). Skoliet e voe e Strasburg hag e gelennerien e oa Pierre de Salabert, abad Tholey, hag ar Breizhad Agathon Guinement. 11 vloaz e oa pa varvas e dad digantañ en 1767, ma chomas e-unan da gentañ. E vamm a oa bet kaset kuit eus lez he fried goude genel ur mab hag a oa diwar un aktour. Masimilian a voe skoliet dindan evezh e eontr Christian IV von Zweibrücken, a roas bod dezhañ e kenkiz an tiegezh Zweibrücken. E 1766 e teuas da vout kont Rappoltstein, hag e 1777 ez eas da goronal en arme Roue Bro-C'hall. Buan e savas da vajor-jeneral, hag etre 1782 ha 1789, edo o chom e Strasburg. Er c'heid amzer-se , e skol-veur Strasburg, edo Klemens von Metternich, a oa da vezañ kanseller impalaer Aostria, a gavas bod ur pennadig e ti ar Priñs Masimilian.

Div wech e timezas.
1. Da Auguste Wilhelmine von Hessen-Darmstadt, ha pemp bugel o doe :

2. Goude marv e bried ec'h addimezas ar roue intañv da Garoline Friederike Wilhelmine von Baden, hag eizh bugel o doe :