Massimiliano Sforza

Massimiliano Sforza, pe Ercole Massimiliano Sforza ( Hercule Maximilien e galleg), ganet d'ar 25 a viz Genver 1493 e Milano, ha marvet en ofisiel d'ar 4 a viz Mezheven 1530 e Pariz, a oa dug Milano, eus an tiegezh Sforza .

Mab henañ Lodovico Sforza, dug Milano, e oa. Mont a reas da Alamagn da repuiñ gant e vreur Francesco pa voe trec'het ha bac'het o zad gant ar roue gall Loeiz XII.

Ren a reas e-pad tri bloaz (1512-1515), etre donedigezh an armeoù, gant ar roue Loeiz XII (1500-1513), ha hini Frañsez Iañ (Bro-C'hall) e 1515. Lakaet e voe da zug gant ar Suised a oa gwir vistri an dugelezh.

Bac'het e voe gant ar C'hallaoued goude o zrec'h war ar Suised en Emgann Marignano. Gwerzhañ a reas e wirioù war an dugelezh d'ar roue gall Frañsez evit 30 000 dugad. Mervel a reas e Pariz da 37 vloaz.

Hendadoù Massimiliano Sforza

 
 
 
 
Muzio Sforza
 
 
Francesco Iañ Sforza
 
 
 
 
 
 
Lucia da Torsano
 
 
Ludovico Sforza
 
 
 
 
 
 
Filippo Maria Visconti
 
 
Bianca Maria Visconti
 
 
 
 
 
 
Agnese del Maino
 
Massimiliano Sforza
 
 
 
 
 
Niccolò III d'Este
 
 
Ercole Iañ d'Este
 
 
 
 
 
 
Ricciarda da Saluzzo
 
 
Beatrice d'Este
 
 
 
 
 
 
Ferdinand Iañ Naplez
 
 
Eleonora di Napoli
 
 
 
 
 
 
Isabella Taranto
 


En e raok:
Loeiz XII
Duged Milano
thum

1513 - 1515
War e lerc'h:
Frañsez Iañ