Mauser C96

Mauser C96
Skeudenn ar pennad Mauser C96

Ur bistolenn Mauser C96
Kinnig
Bro Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek
Munisionoù 7,63 × 25 mm Mauser (standart)
9 × 19 mm Parabellum
7,65 × 21 mm Parabellum
.45 ACP
8 mm Gasser
Produerien Mauser
Astra y Unceta, Cía
Mare produiñ 1896 - 1937
Skouerennoù produet Ouzhpenn 1.100.000
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 1,130 kg
Hirder 312 mm
Hirder ar c'hanol 140 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 150-200 m
Tizh mont e-maez ar boledoù Etre 350 ha 425 m/s
Endalc'h Karger diabarzh pourvezet gant klipoù 6 pe 10 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Mauser C96 zo ur bistolenn damaotomatek alaman ijinet gant ar vreudeur Feederle, a laboure evit an embregerezh Mauser[1]. Produet e voe etre 1896 ha 1937. Kambret e oa da gentañ evit ar munisionoù 7,63 × 25 mm Mauser.

Kinniget e voe pimpatrom kentañ ar C96 e miz Meurzh 1895. Gant sikour Wilhelm II e voe lañset ar produiñ. Plijet e oa ar Kaiser gant al lamm a c'halled stagañ ouzh dornikell ar bistolenn evit implijout anezhi evel ur garabinenn ha tennañ resisoc'h, pa oa diaes dezhañ implijout e vrec'h kleiz. Daoust d'he fouez uhel e oa fiziapl ha resis[2], ha dont a reas da vezañ poblek e-touez ofiserien kalz armeoù european a-raok 1914. Pourvezet e oa gant ul laonenn gargañ 6 pe 10 kartouchenn. Servijout a reas kalz ar C96 etre daouarn an ofiserien alaman da vare ar Brezel-bed Kentañ. Goude 1919 ha Feur-emglev Versailhez e voe produet stummoù berroc'h o c'hanol anvet Bolo[3]. Roet e voent d'ar polis alaman dreist-holl.

Ar braz eus skouerennoù ar C96 a voe ezporzhiet da Sina, e-lec'h ma oa difennet da gas fuzuilhoù abalamour da stad distabil ar vro e deroù an XXvet kantved : a-drugarez d'he lamm a c'halled ouzhpennañ ha d'he galloud par da hini ur garabinenn e roas ar C96 an tu da vont dreist embargo kalz broioù european. Kalz kopiennoù a voe produet en Euskal Herria, gant Astra pe Beistegui da skouer[1].

  • Winston Churchill a implije ur Mauser C96 da vare e emgannoù en Afrika etre 1898 ha 1900. Lesanvet e oa an arm Broomhandle pistol (« troad skubelenn ») gant ar saozon abalamour d'e stumm[1].
  • Pistolennoù Mauser C96 a voe implijet da lazhañ Nikolaz II Rusia (1918), ar c'hentañ ministr spagnolat Eduardo Dato (1921) hag ar roue Aleksandr I Yougoslavia (1934).
  • An dudenn Thomas Shelby a implij ur C96 er stirad Peaky Blinders (2013-2022).
  • Dre ma chomas ar C96 an arm-dorn galloudusañ betek 1935 ha donedigezh an .357 Magnum e voe priziet evel arouez galloud gant kalz ofiserien rusian, turk, breizhveurat, emired pe pennoù brezel sinat[1].
  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (fr) LARRIBÈRE Christophe, Le Mauser C96, sceptre des seigneurs de la guerre, e Sciences & Vie Guerres & Histoire n°71, miz C'hwevrer 2023, pp.84-85
  2. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 69
  3. (fr) DAUBRESSE Alain, Mauser C96, littlegun.info (lennet d'ar 15/07/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan