Max Jacob a oa ur barzh, ur skrivagner, hag ul livour breizhat, bet ganet d'an 12 a viz Here 1876 e Kemper, hag aet d'an Anaon d'ar 5 a viz Meurzh 1944, e kamp prizonidi Drancy (Seine-Saint-Denis).
An tiegezh Jacob, yuzevien anezho, a orin eus Prusia, a oa o chom en ur ranndi e Kemper betek 1942.