Mayken Verhulst (1520 e Mechelen – 1añ a viz Ebrel 1600 e Mechelen) a oa ul livourez skeudennouigoù, tempera ha dourlivadurioù izelvroat eus ar 16vet kantved. E 1567 e voe lakaet e-touez arzourezed gwellañ an Izelvroioù gant Lodovico Guicciardini.
Eil gwreg Pieter Coecke van Aelst e voe, ha mamm-gaer Pieter Brueghel gozh. Hervez Carel van Mander he dije kelennet da Pieter Brueghel yaouank ha da Jan Brueghel gozh. Daoust ma ne c'haller ket lavarout ez-resis pe oberennoù a voe savet ganti e soñjer he dije gellet bezañ unarouezer Brunswick[1] Marteze he dije livet ivez un daolenn a zo e Kunsthaus Zürich.[2] Da-heul marv Pieter Coecke e 1550 e reas war-dro embann ur rumm koadengravadurioù anvet Ces Moeurs et Fachons de Faire des Turcz (1553).[3].