Mega-, aroueziet dre M, zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ un niver bennak dre 106, da lavaret eo dre ur milion. ; da skouer : 1 M€= 1 000 000 a euroioù.
Abaoe 1873 e veze implijet ar rakger mega-, eus ar gresianeg μέγας mégas "bras". E 1960 e voe degemeret gant ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM). [1]
Er stlenneg e reer gant megabitoù (Mbit) ha megaeizhbitoù (MB, eus ar saozneg megabyte) ; daou ster zo d'an unanennoù-se, hervez ma vuzulier dre niveroù en diaz 10 (10n) pe en diaz 2 (2n).
An SI a laka ar rakger mega- da dalvezout rik kement ha lieskementiñ dre 1 000 000 ; neuze, 1 Mbit = 1 000 000 bit hag 1 MB = 1 000 000 eizhbit (8 000 000 bit)[2]. Ne c'heller neuze implijout ar rakger mega- nemet pa gomzer eus pakadoù 1 000 000 bit pe 1 000 000 eizhbit, da skouer evit muzuliañ kas ul liamm etre daou ardivink : ul liamm 5 Mbit/s a dreuzkas 5 000 000 bit dre eilenn, unan 5 MB a dreuzkas 40 000 000 bit/s. En diaz 10 e vez ar c'hementadoù-se.
En diaz 2 eo e vuzulier endalc'h ur bladenn galet pe ment ur restr stlennegel. En degouezh-se e talvez mega- kement ha 1 048 576 (220) e-lec'h 1 000 000 (106). Neuze : 1 megabit = 1 000 000 bit en diaz 10 ha 1 048 576 bit en diaz 2 ; 1 kiloeizhbit = 8 000 000 bit en diaz 10 ha 8 388 608 bit en diaz 2.
Evit diskoulmañ ar gudenn-se ez eo bet kinniget gant an International Electrotechnical Commission (IEC), a-gevret gant an SI, erbediñ ur rummad rakgerioù spesadel ouzh ar stlenneg ; mibi- (Mi) eo ar rakger a dalv evit 1 048 576 : 1 Mibibit (Mibi) = 220 bit = 1 0242 bit = 1 048 576 bit hag 1 Mibieizhbit (MiB) = 1 048 576 eizhbit = 8 388 608 bit.
|