Ar Megalosauroidea zo anezhe ur gladenn Tetanurae diazez, Theropoda o doa bevet adalek ar Juraseg kreiz betek ar C'hretase uhel (senomanian). Kavet e vezent er bed a-bezh. Dizoloet ez eus karrekaennoù anezhe war an holl kevandirioù nemet en Okeania hag en Antarktika e vefe. Er strollad-se e kaver unan eus ar breizherien vrasañ o deus bevet war an Douar (Spinosaurus aegyptiacus) met peurliesañ e vez etre ment izili ar gladenn-se.
Ar Megalosauroidea o doa izili a-raok kreñv gant ur skilf bras-kenañ ouzh ar biz kentañ hag ur c'harvan na oa ket gwall dev. Izili nevesañ ar gladenn-se eo izili kerentiad ar Spinosauridae, loened o c'hlopenn strizh hag astennet war-raok a zebre pesked dreist-holl.[1],[2]
Megalosauroidea