Ar vell-droad ouezelek (Peil, Peil Ghaelach pe zoken Caid en iwerzhoneg a zo ur sport a-stroll a vez c'hoariet gant ur vell rond ispisial war un dachenn c'heot etre daou skipailhad 15 c'hoarier (mui eilc'hoarierien).
Ar sport poblekañ an hini eo en Iwerzhon hag e renet gant ar GAA (Kevredigezh Athletek Gouezelek) kevredigezh vrasañ Iwerzhon gant e niver a c'hoarierien hag a ren ivez 3 sport all, en o zouez an hurling a vez c'hoariet war ar memes tachenn.
Dont a ra ar sport-se eus ur seurt mell-droad kozh anvet Caid a veze c'hoariet en Iwerzhon adalek 1537. Nevezaet eo bet ar reolennoù e 1887 hag int chomet heñvel dibae.
Krogad gourfenn kampionad etre kontelezhioù (All-Ireland Senior Football Championship) eo ar mare dedennusañ e-keñver ar sport evit ul lodenn vras a iwerzhoniz.
Pal ur c'hrogad a zo merkañ ar muiañ a boentoù.
An dachenn a zo ur skouegorneg hag en daou du ez eus ur pal gant peulioù e stumm un H. Seblant a ra evit-se bezañ ur meskaj etre peulioù ar rugbi ha palioù ar mell-droad. Daou zoare a zo evit merkañ poentoù, skeiñ ar vell gant un taol troad pe gant an dorn. Merket e vez 1 poent pa tremen ar vell a-us d'ar pal etre an daou beul ha 3 foent pa ya er bal.
Ar reolennoù simpl a-walc'h a sikour ar skipailh a ya d'an argad. N'eus nemet c'hoarierien a youl-vat hag ur c'hoarier en Iwerzhon ne c'hell c'hoari nemet en ur skipailh en e vuhez. Dre ret eo skipailh e gontelezh orin.
Dindan levezon Iwerzhoniz ez eus bet krouet un nebeud skipailhoù e Bro-C'hall (Pariz ha kêrioù bras all) hag e Breizh. 10 skipailh zo e Breizh e 2013 ha 9 er peurrest eus Frañs.
E 2013 ez eus ur gevredigezh a ra war dro aozadur ur c'hampionnad e Breizh Kevre Breizhat mell-droad ouezelek.
https://web.archive.org/web/20100114052037/http://liguebretonne.footballgaelique.com/