Ur pennad disheñvelout mellad zo ivez.
Ar vellad, pe c'hoari ar vell, a zo ur c’hoari pobl kozh, hendad ar vell-droad hag ar rugbi. Levezonet (pe liammet) eo ar sport-mañ gant meur a sport e broioù (pe mareoù) all: bro Iwerzhon (mell-droad ouezelek), an horell kanadian, ar vell-droad amerikan…
Ur film zo bet graet war ar vellad anvet La Soule gant Michel Sibra e 1989.
Dre guzh e vo c’hoariet betek an eil brezel bed dreist-holl e Bro Normandi, Pikardi ha Breizh.
E bro Firenze en Italia e vez embreget ur sport dre skipailh c’hoazh hiziv an deiz, Calcio fiorentino, a zo diskennad an haspartum roman (hag a vefe gourdad ar vellad ivez).
Kentañ gwech ma veneger ar Vellad e dielloù Breizh eo evit difenn groñs da c'hoari. Raoul eskob Landreger a zesk deomp e vez c'hoariet Mellad e Breizh dibaoe pell 'zo hag evitañ eo ur c'hoari sius ha dañjerus. Eskumuniget e vo neb a glasko mellat.
Pelloc'h e kaver menneg eus ar c'hoari er Mister Santez Barba : "Gwell eo deomp fresk diwiskañ, da vellat ha da ebatañ Evit en em dommañ da vat"[1]
Kaoz vez eus c'hoari ar Vell e kement geriadur brezhoneg 'zo. Chomet eo bev mat betek penn kentañ an ugentved kantved daoust da enebiezh ar stad pe ar veleien[2].
Bez e oa eus ar Vellad e Breizh. Unan eus ar melladoù diwezhañ oa Mellad Kergohann e-kichen Langedig etre An Oriant ha Gwened. J.-P. Le Bihan ha S. Moëlo o deus skrivet ul levr bet embannet gant Dastum : Kergohann hag ar Vellad diwar e benn[3]. Kontañ a ra al levr fest Kergohann hag a zigore koulz ar pardonioù. Echuet e veze an devezh gant ar vellad (adlañset e oa bet ar vellad e Kergohann e 1968). Ar reolennoù oa mod-se : un tredeog a skoe ar vellad er vann (ur vellig graet gant brenn-heskenn ha lêr, ment un dorn ganti) hag an daou skipailh a rede a-drek, ar gwir a oa ganto da skeiñ an eil re gant ar re all met an tredeog a oa ar gwir gantañ skarzhañ ur c’hoarier a oa re feuls hervezañ. Ar pal a oa lakaat ar vellad e ludu ur siminal e n’eus forzh peseurt ti. An ti oa ret dezhañ bezañ da nebeutañ daou gilometr eus al lec’h kregiñ. Ar skipailhoù a gemere perzh o devoa ur prof pep hini e fin ar c'hrogad. Ar skipailh az ae ar maout gantañ a c'houneze ur pemoc’h, an eil ur yar indez hag ar re all a c'houneze ur sison.