Mendo Alão, pe Alaniz ( war-dro 1000- war-dro 1050 e Bragança), aotrou Vila de Bragança, a oa ur marc'heg en XIvet kantved, hag ur manac'h en abati São Salvador de Castro de Avelãs, e Portugal, en amzer ar roue Alfonso VI León.
Hervez al Livro Velho de Linhagens e oa mab-bihan da Alan II, Dug Breizh.
Ganet e oa war-dro ar bloaz 1000 e Breizh.
Mab e vije bet da Alan Breizh (war-dro 965- war-dro 990), kont Naoned, hag a vije bet tennet e vadoù digantañ gant e genderv Konan Iañ, kont Roazhon, ma vije aet da repuiñ da Rouantelezh León, ha kloareg e oa moarvat e manati Castro de Avelãs, a c'hallje bezañ bet diazezet gantañ.
E vamm a vije ur briñsez armenian eus rouantelezh Vaspurakan, deuet da birc'hirinañ da Santiago de Compostela ha deuet da chom er manati. Dimezet e vije bet ar priñs breizhat d'ar briñsez armenian Joana Romães Arcruni.
Evel-se e tispleger orin an anv Alão, met diaes e seblant lakaat ar bloavezhioù hag ar fedoù da glotañ. Ma en doa kavet e dad e bried e León ne c'hall ket ar mab bezañ ganet e Naoned.
Mendo Alão Bragança a zimezas d'ur briñsez armenian, marteze ur verc'h pe un nizez da Senekerim-Hovhannes Artsruni. Daou vugel o doa bet :