Ar Parnassos, pe Menez Parnassos (Παρνασσός Parnassós e henc'hresianeg) zo ur menez eus Hellaz e-kichen Delfi.
Hervez mojennoù Hellaz eo eno e veze an doue Apollon gant ar Muzezed, pe merc'hed an Awen, o chom. Dont a ra an anv eus hini Parnassos, mab an nimfenn Kleodora.
Kalz a feunteunioù zo ha brudet eo feunteun Kastalia er mojennoù.
Diwar anv ar menez hag ar mojennoù en-dro dezhañ e komzer a-wechoù eus Parnassos, pe Parnas, evel arouez ar varzhoniezh pe an awen.
Ul luskad lennegel gall zo bet anvet Parnasse e dibenn an XIXvet kantved.