Mercœur, pe Mercuèr en okitaneg[1], zo ur gumun eus Bro-C'hall, e departamant Corrèze, en arondisamant Tulle, ha pennlec'h kanton.
1000 annezad e 1863, 441 e 1968.
En glazur e leon en argant e trizek bezantenn ouzh c'hourem; e gab en aour karget gant teir rodig-kentr en sabel
Roet he deus e anv d'un tiegezh brudet adalek an XIvet kantved. Kemesket gant tiegezh Bourbon.
Diberc'hennet digan konestabl Bourbon gant Fañch Iñ, ha roet da Antoine de Lorraine, en devoa dimezet da Renée de Bourbon (eil c'hoar ar c'honestabl).
Savet dugelezh gant Charlez IX evit Nicolas de Lorraine, mab Antoine, e 1569.
E 1789, priñs de Conti e oa aotrou al lec'h[2].