Studioù war an alamaneg hag ar spagnoleg he deus graet, div yezh hag he deus kelennet. Kelennerez alamanek eo bet e Skol-Veur Abertawe, ha kelenerez spagnolek e Sir Gaerfyrddin.
Kinnig a ra abadennoù skinwel diwar-benn al lennegezh evit S4C.
E miz Eost 2009, pa oa marvet Dic Jones, e oa bet anv anezhi e-touez ar re a c'halle bout anvet da Arc'hdrouiz an Eisteddfod, kentañ tro d'ur vaouez bezañ war ar renk. A-benn ar fin en em dennas ha T. James Jones a voe anvet.