Meroiteg

Maen bez eus mab Waleye pe merc'h Kadeye, eus Sai, er British Museum bremañ.

Komzet e veze Meroiteg e rouantelezh Meroe anvet ivez rouantelezh Kouch, e Soudan e-pad ar marevezh meroitek (e-tro 300 kt JK - 400 goude JK). Ur yezh varv eo bremañ.

Evit e skrivañ e veze implijet ar skritur meroitek. Abalamour d'an diouer a skridoù divyezhek n'eo ket anavezet mat-tre ar meroiteg. N'eus ket trawalc'h gant an nebeud gerioù zo bet kadarnaet o zalvoudegezh evit liammañ ar yezh ouzh yezh all ebet. Renket e vez gant yezhoniourien zo gant ar yezhoù nilek-saharek, met re all a sell ouzh ar meroiteg evel ouzh ur yezh en hec'h-unan. Peuzdianav e chom ar yezh-mañ eta daoust deomp kaout skridoù eviti.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]