Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Myrddin |
Breur pe c'hoar | Gwenddydd |
Labour da-heul | Merlin, Miles, Merlin, Merlin, Merlyn |
Dezerc’her | Ron Moody |
Present in work | Arthurian romance, Unidentified Flying Oddball, The Hollow Hills, The Last Enchantment |
Enemy | Morgana |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Merzhin, Marzhin, Merlin (Merlinus e latin), zo anv un hudour diouganer e mojennoù ar Vrezhoned, stag ouzh mojennoù ar Roue Arzhur.
Brudet eo bet dreist-holl gant an oberenn Historia Regum Britanniae, skrivet gant Jafrez Menoe war-dro 1136. Gallout a rafe e grouidigezh, Merlinus, dont eus meur a zen pe a dudenn vojennel.
Savet eo da gentañ diwar Myrddin Wyllt (Merlinus Caledonensis), ur foll eus an Hanternoz Kozh, hep darempred gant ar roue Arzhur. Hervez ar vojenn e vije troet da foll goude gwelout emgann ha brezel, ha tec'het e vije d'ar c'hoadoù er VIvet kantved.
Mesket e vije bet goude gant istorioù eus Ambrosius Aurelianus, aet d'ober Merlin Ambrosius, pe Myrddin Emrys e kembraeg a vremañ.
Berzh a reas Merlinus Jafrez, hag adkemeret e voe e grouidigezh gant skrivagnerien all.
Danevell Jafrez diwar-benn yaouankiz Merlin Ambrosius en Historia Regum Britanniae zo tapet diwar istor Ambrosius en Historia Brittonum.
Kaeraat a ra an danevell a zo lakaet gantañ da c'hoarvezout e Caerfyrddin, e kreisteiz Kembre. Met pa weled Ambrosius, e levr Nennius, evel ur mab d'ur c'honsul roman, e lavar Jafrez deomp eo ganet e dudenn-eñ eus un incubus.
Meneget eo an anv Myrddin en Trioedd Ynys Prydein. Tri barzh zo en Enez Vreizh, a lenner : Taliesin, penn ar varzhed, Myrddin Wyllt (Merzhin Ouez), ha Myrddin Emrys (Merlinus Ambrosius). Soñjal a reer n'eo an daou Vyrddin-se nemet div skeudenn eus ar memes tudenn. Mojennoù damheñvel a gaver diwar-benn an daou.
Dont a ra an anv Merzhin eus Myrddin e kembraeg.
Hervez lod e teufe Myrddin eus °mori-dunon, hag e talvezje « kreñvlec'h ar mor ». Koulskoude ne vez ket kaoz eus ar mor gwall alies e mojennoù Merzhin.
Kavout a reer anv Myrddin en anv-lec'h Caerfyrddin.
Kavout a reer ar stumm Marzin er Barzaz Breiz ha Marzhin gant kalzik a skrivagnerien ha kanerien goude, evel Langleiz.
Merlinus eo an anv e-barzh oberenn Jafrez Menoe. Hervez Yann-Ber Piriou, adkemeret gantañ tezenn Gaston Paris, e c'hallje bezañ bet lakaet « Merlinus » e latin e-lec'h ar stumm reizh Merdinus abalamour ma sone dizereat un tamm-mat.
Testeniakaet eo ar furm Merlin, hag ivez Merlik, er c'hontadennoù-pobl brezhonek.
|