Ur vetropolenn (adal metropolis e Gresianeg ha metropolis e Latin) pe meurgêr pe mammgêr a vez graet eus ur gêr vras, an hini pouezusañ eus ur rann-vro pe eus ur vro. Emañ e-penn un tiriad dre an nerzh ekonomikel, sevenadurel ha politikel kreñv a vez kreizennet eno. Ouzhpenn da-se an niver a annezidi uhel a zegas ur galloud sujañ war peurrest an tiriad tro-dro.
N'eo ket dre ret kêrbenn ur vro evel New York hag a vez ar vetropolenn vrashañ er Stadoù Unanet padal eo Washington ar gêrbenn.
Gant ur sell ledanoc'h, ur vetropolenn a vez graet eus ul lec'h o kreizenniñ un obererezh, evel Berlin mammgêr ar stil pe Los Angeles meurgêr ar sinema. Tokyo a zo brudet evit bezañ metropolenn ar sezoù sokial (tiez bank, embregerezhioù bras pe embregerezhioù treuzvroadel).
Gant ur skeul bihanoc'h e vez kaoz eus regiopolis: kreizennoù kêriekaet gant ar memes doare desach a vez adkavet gant ar vetropolennoù brasoc'h met gant ul live lec'hel en ur rann-vro, krouet eo bet an termenadur-se er bloavezh 2006.
E-kreiz liammoù ar bedeladur e vez ar vetropolennoù. Ar bedeladur, ul lusk enframmidigezh etrebroadel savet adal eskemmoù dre ar bed a-fed mennozhioù, luskadoù arc'hant pe marc'hadourezhioù ha sevenadur a implij ar vetropolennoù evel lec'hioù kreizenniñ al luskoù eskemm.
En amzer dremenet metropolis a oa un doare da dermeniñ ur gêr pe ur Stad a oa bet diazezet adal trevadennoù, ar vammgêr a oa ar metropolis al lec'h kreizenniñ ar galloudoù lies war an trevadennoù kement hag al lec'h tremen evit al luskoù etreze. Evit ar Romaned, ur metropolis a oa kêrbenn melestradurel ur proviñs. Evit bed ar relijion, dreist-holl hini an Iliz roman, ur vetropolenn a zo al lec'h pennañ en ur rann-vro.
Kêrioù lies a oa bet krouet gant sevenadurezhioù hen a zo bet gwelet evel metropolennoù bedel ha pouezus o marevezh istorel, dre an niver a annezidi dreist-holl hag o liammoù gant ar bed. Ul lod eus ar vetropolennoù hen-se o deus bet dreistbevet betek an deiz-ha-hiziv hag a chom e-touezh ar c'hêrioù chomet anneziet ar pellañ en istor Mab-Den.
En ur implij muzulioù modern, Roma, a zo gwelet evel ar c'hentañ metropolenn o vezañ bet tizhet ur milion a anneziad tro ar bloavezh 1 hag o kaout peuraozadurioù tisaverezh chomet distremen e-pad kantvedoù.
Meur a vuzul a vez implijet evit gouzout douats hag ur gêr a vez ur vetropolenn pe get: