Mezh a vez en unan bennak e daou zegouezh peurvuiañ:
pa vez graet goap outañ, met dreist-holl dirak tud all,
pa gred en deus graet un dra fall e-keñver e vetoù, e gredennoù, a-enep e dalvoudoù (politikel, relijiel) pe re ar gevredigezh.
En em gavout a ra diaes an den dirak ar re all, pe dirak e goustiañs.
Rak n'eo ked ret bout mezhekaet dirak an holl evit kaout mezh ; gallout a ra un den kaout mezh abalamour d'un dra anavezet gantañ e-unan hepken ivez.
Koulskoude, hervez bredoniourion zo, n'eo ket heñvel ar vezh a deu abalamour d'ar re all, hag ar spered kablus, a zo un dra a denn da goustiañs an den hepken.
Stag eo ar vezh ouzh ar reizh ivez.
E sevenadurioù zo eo arabat diskouez an organoù reizhel, pe komz eus oberoù reizhel, abalamour d'ar relijion, da gredennoù zo pe d'ar gizioù kozh hepken.
Kuzhat e organoù reizhel, en em wiskañ eta a ranker, abalamour d'ar vezh-natur ( a dlefe bout naturel d'an holl), pe d'ar vezh-fur, pe d'ar vezh-dleet, pe d'an elevez.
Un dizenor spontus eo, e meur a sevenadur, bezañ gwallet, ha mezh an dud gwallet a c'hall ober dezho en em lazhañ, gwelout mojenn C'hrisippos .
(pl) Dodziuk A. (1999): Wstyd. Jak lepiej go rozumieć i nie pozwolić, żeby zatruwał nam życie. Warszawa, Instytut Psychologii, Zdrowia Polskie Towarzystwo Psychologiczne.