| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Eupleridae | ||
Iskerentiad : | Galidiinae | ||
Genad : | Mungotictis | ||
Anv skiantel | |||
Mungotictis decemlineata Grandidier, 1867 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar vibinell roudennoù strizh (Mungotictis decemlineata) zo ur bronneg kigdebrer bihan eus kerentiad an Eupleridae. Bevañ a ra e savanennoù kornôg ha mervent Madagaskar.
Muzuliañ a ra etre 25 ha 35 cm gant ul lost 23 - 37 cm ha pouezañ a ra etre 600 ha 700 g. He blevenn zo gell-sklaer gant roudennoù sklaer war he c'hostezioù. Hemolc'hiñ a ra anevaled bihan, amprevaned dreist-holl hag ivez vioù pe glazarded.
Ar vibinell roudennoù strizh a vev e bagadoù bihan 10 hinienn. Un aneval-deiz eo hag er gwez e vev ar peurliesañ. Gouennañ a ra etre miz Kerzu ha miz Ebrel. Genel a ra ar parezed ur c'holen hepken bep bloaz.