Midas (Μίδας, Mídas) zo anv meur a ezel eus lignez rouaned Frygia.
Un dudenn eus gwengelouriezh Hellaz eo an hini brudetañ, ar roue Midas, stag ouzh e anv meur a vojenn. Hervez mitologiezh Henc'hres e oa deuet da vezañ gouest, goude un het drant, da lakaat kement tra a douche da dreiñ en aour. Hervez Aristoteles e varvas gant an naon, dre ma ne c'helle debriñ tamm boued ebet. Hervez Ovidius avat en doa gallet en em c'hlannañ er ster Paktol. Ur vojenn all, kar d'an hini anavezet gant ar Vretoned, a gont penaos e oa deuet gantañ divskouarn un azen. Ar mojennoù a lavar penaos e oa bet savet gantañ hag e dad Gordias kêr Gordion, kêr-benn Frigia, en IIl milved a-raok hon mare, kalz a-raok Brezel Troja. Koulskoude n'eo ket anavezet gant Homeros, a zo gouest memestra d'ober anv eus rouaned frigian all.
Istorourien zo[1] a wel ennañ ar roue istorel Midas, anvet Mita eus Mushki e mammennoù asirian, en doa bevet e fin an VIIIvet kantved a-raok J.K., a-raok bezañ lkaset dindan beli Sargo II e 709 a-raok hon mare.
Herodotos a veneg ivez ur Midas ezel eus ar memes familh, tad-kozh d'un Adrastus harluet da lez roue Lydia Kroisos goude bezañ lazhet e vreur dre wallzarvoud.