Midrash

Midrash (hebraeg : מִדְרָשׁ /ˈmiːdraʃ/, liester מִדְרָשִׁים midrashim) zo kement ha disklêriañ testennoù an Torah gant ar furien yuzev oc'h implijout an hentenn bennañ en Talmud. Ar ger en e unan a dalvez "disklêriañ testennoù", "studiañ".

An doare-se da zisklêriañ an Torah a glask tennañ gounid eus kement testenn, kement frazenn, kement ger ma n'eo ket kement ger ezvezant[1],[2] evit reiñ displegadennoù ouzhpenn ar re a zo bet roet dija (james ne glask erlec'hiañ ar pezh zo bet skrivet a-raok), a-wezhioù o sevel goulennoù diwar an destenn, a-wezhioù o respont dezho, a-wezhioù o leuskel al lennerien da respont o-unan.

Talvezout a ra ivez evit labourioù ar rabined a bled gant an hentenn-se da labourat. Ennañ e kaver labourioù abred diwar-benn an Torah dre skrid ha dre gomz, ouzhpenn al lennegezh nann-lezennel (Aggadah) hag al lezennoù relijiel (Halac'ha).

midrash, pa vez skrivet gant pennlizherennoù dreist-holl, a vez implijet diwar-benn al labourioù bet graet etre 400 ha 1200 eus hor mare[3],[4].

  1. (en) Gafney, Wilda C. : Womanist Midrash : a reintroduction to the women of the Torah and the throne,Westminster John Knox Predd, 2017 (ISBN 978-0-664-23903-9)
  2. (en)Lovelace, Vanessa (11/09/2018) : Womanist Midrash: A Reintroduction to the Women of the Torah and the Throne, written by Wilda C. Gafney, Horizons in Biblical Theology, 40 (2): 212–215.
  3. (en)Dictionary.com, « Midrash ». Lennet d'ar 17 a viz Ebrel 2020
  4. (en)Collins Dictionary, « Midrash ». Lennet d'ar 17 a viz Ebrel 2020