Mikael zo un anv-badez brezhonek , svedek , finnek hag armeniek a zeu eus an hebraeg : מיכאל. Talvezout a ra : "Piv a zo evel Doue?" (MI KA EL = MI : Piv? - KA : Evel - EL, berradur Elohim : Doue). E-touez meur a Vikael er Bibl e kaver an arc'hael Mikael . Rak-se eo deuet mat an anv gant tud eus kalz broioù gant un hengoun kristen. Deuet eo da vezañ un anv-familh ivez, ha stummoù zo forzh pegement, da skouer Michaels , Carmichael , Mitchell , Michalski, etc. Mikael eo ar stumm a gaver evel anv-familh e Breizh (alies er stumm gallekaet Michel ) hag en Etiopia.
Kavet vez an anv en holl yezhoù Europa ha dre ar bed :
Evit ar merc'hed : Mikaela .
Evel eil anv-badez : Yann-Vikael , brezhonekadur an anv gallek Jean-Michel , a zeu da vezañ Yann-Kael a-wechoù, hag ivez Kaelig , ha Kelig ;
Mickaël hag a-wechoù Mikaël eo ar stumm brezhonek gallekaet.
An arc'hael Mikael . Lidet e vez Mikael d'an 29 a viz Gwengolo, un deiziad pouezhus e Breizh hag en Europa ar C'hornôg.
Meur a rieg a oa anvet Mikael er broioù-mañ :
Chapel Sant-Mikael war Menez-Mikael-an-Are , ha lenn Sant-Mikael a-dreñv.
Evit ar broioù all, gwelit Michael , Michel hag all.
Mickaël Landreau en Oriant e 2019.
Mikael an Noblez (1577-1652), misioner
Mikael Madeg , skrivagner
Mickaël Landreau , diwaller-pal
Mikael Treger , produour, sevener filmoù ha skrivagner
Mikael Sohier , talabarder ar strollad Diaouled ar Menez
Mickaël Buzaré , melldroader
Mikael Bodlore-Penlaez , kartennour hag emsaver
Mikael A Rusunan , skrivagner
Mikaël Silvestre (g. e 1977), melldroader
Mikael Pernfors ha Mikael Tillstrom , c'hoarierien tennis
Mikael Tellqvist , Mikael Renberg ha Mikael Samulesson , c'hoarierien hoke war skorn
Mikael Nilsson , c'hoarier mell-droad
Mikael Löfgren , biathletour
Mikael Håfström , filmaozer
Mikael Martinsson , lammer-ski
Mikael Odenberg , politikour
Mikael Appelgren , c'hoarier tennis-taol
Mikael Åkerfeldt , kaner ar strollad death metal Opeth
miz Gouel-Mikael : e bro-Wened, miz Here
ul laz-kanañ eus Plougerne , eus ar c'hevredad Kanomp Breizh a zo anvet Kenvroiz Dom Mikael diwar anv Mikael an Noblez
e-touez 33 delwenn Chapel Kervaria An Iskuit e kaver delwenn Sant Mikael o trec'hiñ war an aerouant (e maen greun).
Ma vez gwelet un aval 'benn gouel Yann, 'Benn gouel-Mikael weler kant