Moder Svea (mamm Svea) eo anv ar vaouez vojennel ijinet da aroueziañ Bro-Sveden.
Moder Svea a vez diskouezet evel ur vrezelourez, ur valkirienn, o terc'hel ur skoed, ul leon en he c'hichen. Svea zo un anv-badez svedek deuet eus svea, a oa tro-c'henel gozh un anv lies hag a dalveze da Sveded pe Swea. Ar ger a gaver en droienn Svea rike, da lavarout eo "rouantelezh ar Sweded", stumm kozh an anv Sverige, anv svedek Sveden.
An arouez vroadel a vije bet krouet gant ar skrivagner Anders Leijonstedt (1649–1725) en e varzhoneg Svea Lycksaligheets Triumph (1672)[1]. Evel arouez vroadel e voe brudet gant Kunga Skald (1697), savet gant ar barzh svedek Gunno Eurelius (1661–1709) en enor d'ar roue Karl XI Sveden. Da-heul e oberenn e voe savet Eurelius da zenjentil gant an anv Dahlstjerna[2].