| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor penn naer
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Monetaria | ||
Anv skiantel | |||
Monetaria caputserpentis (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Monetaria caputserpentis a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Monetaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin-tre an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2].
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Monetaria caputserpentis o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Daou isspesad a zo bet diskrivet :
Kregin brav eo an Monetaria caputserpentis. Kavet e vezont etre live an izel mor betek 15 m donder.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 27 ha 35 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 14 mm gour, pe ramz, betek 43 mm.
Meurvor Indez, Meurvor Habask hag ar Mor Ruz eo annezioù ar spesad.
Monetaria caputdraconis a zo ur spesad tost a-walc'h.