Mor Havren eo an anv brezhonek, diwar skouer an anv kembraek Môr Hafren, a reer eus ar mor etre kreisteiz Kembre ha hanternoz Kernev-Veur, anezhañ aber ar stêr Hafren, hag a lavarer Bristol Channel anezhañ e saozneg.
Aber Henfelen eo anv Mor Havren er Mabinogi, e Branwen ferch Llŷr. Adkavout a reer an anv e Llyfr Taliesin hag en ur varzhoneg gant Cynddelw Brydydd Mawr.
Gouzout a reer e veze treizhet gant menec'h Kembre (Paol Aorelian, Gweltaz, hag ar re all) da vont da avielañ Kernev-Veur a-raok mont da dreuziñ Mor Breizh. Eus o manati e Llanilltud Fawr e welent aod Kernev-Veur.