Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Pried | Cwyllog |
Micher | skrivagner |
Labour da-heul | Mr. Moore |
Dezerc’her | Jim Dale |
Present in work | Unidentified Flying Oddball |
Enemy | Roue Arzhur, Gaheris |
Mordred zo un dudenn eus mojenn Arzhur, hag an hini deñvalañ eus ar vojenn moarvat. Komañs a ra e vuhez dre ur gwadorged etre Morgan hag ar roue Arzhur goude un diougan lâret gant Merzhin. An diougan-se a gemenn marv ar roue ha fin ar rouantelezh. Kreskiñ a ra Mordred e-barzh ar sekred a-gaoz da hetañs e dad da lazhañ anezhañ.
Etimologiezh : Deus ar c'hembraeg ha sinifiañ a ra "douetus".
Bezañs Mordred zo gwelet abaoe koshañ testennoù ar vitologiezh keltiek. Diskouezet ema Mordred evel un treitour ha mab c’hast ar Roue Arzhur abaoe an Historia Regum Britanniae eus Jafrez Menoe. E-barzh hollved ar Grennamzer eo bet krouet an dudenn-mañ zo evit bout argarzhet hag evit aroueziñ tout ar c’hostezioù-fall distaolet gant an daol-grenn. Ema Mordred arouez klok an dudenn get an holl perzhioù fall. Un den hep buhezegezh, hep etik eo. Renet eo get e c’hoantegezh eus ur veñjañs personel. Setu perak eo Mordred un dudenn e-kreiz ar vojenn rak achuiñ a ra an homañ get an emgann etre e dad hag eñ. An emgann-se zo un arouez etre an tu fall (Mordred) hag an tu mat (Arzhur) get trec’hadenn homañ. Posubl eo gwelet a-dreuz an emgann etre an tad hag e vab fin ar falloni ha sakradur ar vat. Ha hep naturel fall Mordred ne c'hell ket meurded ha madelezh Arzhur bout lakaet war-wel. Setu perak ne c’hell ket an istor bout hep Mordred. Krouet eo bet Mordred evit enkorfañ tu fall eus ar vojenn hag evit lakaat e gontrepouez : ar Roue Arzhur er sklerijenn hag e memes amzer e tiskouez an dudenn-mañ ardivinkelezh ar Grennamzer er prantad-mañ.S'il en existe un...
Mordred zo un dudenn eus mojenn ar roue Arzhur, met anavezet eo evit bout mab Arzhur hag e lezc'hoar, Morgan (pe Morgana), pe en istorioù arall mab Arzhur hag e lezc'hoar Morgadez, Rouanez Orkani. Pa oa bihan e oa é chom e rouantelezh Orkani gant e vamm peogwir ne ouie ket Arzhur d'ar mare-se en doa bet ur mab gant e c'hoar. Savet eo bet neuze gant e vamm (Morgan pe Morgadez hervez an doareoù) ha dre e orinoù eo bet lakaet a-gostez deus pep tra : a-gostez d'ar gevredigezh hag Ivez da garantez un tad. En ur greskiñ en deus Mordred un emzalc'h a-enep ar pezh a zo gortozet dioutañ get marc'hegezh an Daol-Grenn : un emzalc'h ganas, gwarizius ha dichek a ziskouez ha magañ a ra ur gasoni vras e-keñver e dad ur wezh en deus gouiet e oa Arzhur e dad.
Mordred a rankfe bout roue àrlerc'h e dad met dre m'emañ ivez e niz eo bet kastizet ha tennet eo bet e hêrezh digantañ. E gasoni a gresk o c'houzout e c'hellehe kaout ur yaouankiz vravoc'h.
Hiniv an deiz e vez gwelet Mordred evel un dudenn difeson. Anvet eo ivez ar Marc’heg Du, kontrol strizh doc'h e dad, ar roue Arzhur, roue Kameled, roue Breizh anavetañ. Mes n'eo ket bet bepred mod-se. E-barzh skridoù kentañ ar XIIvet Kantved, skrivet dreist-holl get Chrétien de Troyes, Jafrez Menoe, Robert de Boron, pe Meilyr Brydydd e vez lakaet ar pouez àr perzhioù mat Mordred. Ur marc’heg a-fiziañs get enor a ouie mat reolennoù kourtezi desket get Morgadez hag ar roue Lot, e dud (pe e dud-laezh hervez an doareoù). Brasaat a ra ha dont a ra Mordred da vout ur marc'heg ag an Daol Grenn, lec'h ma vez tolpet ar gwellañ marc’heien. Krouet oa bet ar c'helc'h-mañ get ar roue Arzhur get spi e vo gwarantet rouantelezh Kameled a-enep ar saozon.
Seul vuioc’h e vez embannet levrioù diwar mojennoù ar roue Arzhur seul du ema an dudenn. A-hed ar stummoù nevez eo bet kristenaet an destenn hag an dudenn-mañ zo diskouezet evel an diaoul. Oc’hpennet eo ar gwadorged nemetken er XIIIvet kantved, barzh Lancelot-Graal e 1215, evit rentañ anezhañ blechoc'h[1]. Sell ar re all a cheñch ha barniñ a reont anezhañ. A-dal ma lâr ur penitiour dezhañ ema mab pe niz ar roue Arzhur eo deuet Mordred da vout ur marc'heg kudennek, disleal, treitour ha ganas. Lazhañ a ra ar penitiour, dre vezh a dre soursi e vrud. War un dro e ya e zarempredoù get Lanselod war fallaat. Digas a ra distabilded er c'helc'h. Distaolet eo get ar roue. Lazhiñ a ra daou varc'heg ag an Daol Grenn en o zouez breur Peredur a oa e krogiñ kest ar Graal. Mordred get Gawain, Gaheris, hag Agravain, a drap Sir Lamorak, evit en em gannañ e gaou a-eneptañ. Mordred a lakao an taol dibardon da Sir Lamorak. Eñ a zo orin freuz an Daol Grenn ha fin rouantelezh Kameled. E kontrol al lodenn vrasañ eus marc’heien an Daol Grenn e koll Mordred e identelezh hag e bennreolennoù hag a zo ken prizius evit ur marc'heg. Na asant ket mui doc'h reolennoù ar varc'hegiezh. Ne zouja ket doc'h e enebourion e-pad an tournamantoù. Implijet en deus ar yudazerezh a-enep ar roue Arzhur. Pa oa aet kuit Arzhur da Vro-Frañs evit stourmañ a-enep ar Romaned en deus profitet ag e ezvezañs evit kemer ar galloud. Krouet en deus un arme get ar Saozon ha get marc'heien ar roue Arzhur a-enep ar roue. Deuet eo da benn en ur draisañ ar roue ha pa zistro Arzhur ne zilez ket marc'heien 'zo an treitour.
A-benn ar fin e oa Mordred ur marc'heg mat a zo bet dibaseet get e donkadur.
Mordred a zo marv e-pad emgann plaenenn Salisbury[2] (evit tron Albion), lazhet gant e dad Arzhur. An emgann-se a vez ivez graet Emgann Camlann anezhañ. Mordred a zeu a-benn da lazhañ e dad a-raok mervel ha kimiadiñ a ra d'e vamm. Marv Mordred hag Arzhur a lak un termen d'an Daol Grenn.
Ar stourm-mañ a zo un arouez lec'h ma vefe nerzhioù Mordred a-enep re Arzhur, mes ema ivez e-lec'h e wel e goll.
An emgann diwezhañ a zo un arouez a-bouez bras evit Mordred hag Arzhur diwar orin o marv. Emgann Camlann a ziskouez kostez fall Mordred ha kostez mat Arzhur.
Koulskoude, orin marv ar roue Arzhur a c'hell cheñch hervez ar vammenn. Lod a soñj eo bet lazhet gant Mordred er memes mare ma lazh anezhañ[3] ha gant testennoù arall e vez lâret n'eo ket marv ar roue Arzhur diouzhtu e-pad Emgann Camlann.
An danevelloù a genglot evit lârout ne varv ket ar roue ag e c'hloazadennoù mes boudigoù a gas anezhañ e-barzh nev un iliz betek Enez Avalon, ur bed enezad, lec'h ma vo graet war e dro. Ahont ema bet pareat e zaouarn pe emañ bet lakaet e gorf a zo bet en douar en ur chapel. Vita Merlini skrivet get Jafrez Menoe, d'he zu, a gont eo bet kaset get Morgan, he hanterc'hoar àr an enezenn gevrinus, Avalon e-lec'h m'ema e kouskidigezh. Diaes eo klozañ an danevell get marv un haroz daet da vout mojennek, setu perak e vez lâret e teuio en-dro ar roue Arzhur hag ar Vretoned o devehe mirout spi en e zistro.
Emgann Camlann a zo un emgann spontus a ya da lakaat fin da viken d'an Daol Grenn. Mordred hag Arzhur zo tal-ouzh-tal. An tad a zle derc'hel penn ouzh e vab betek ar marv.
An trubard fellon a oa an hini kentañ da vervel, Arzhur a lazh anezhañ hep truez.
Rouantelezh ar roue Arzhur n'en devo ket mui chañs da veviñ rak ar roue en deus goulennet get Girflet, unan eus ar re ziwezhañ é chom bev hag unan eus e gamarad fealoc'h da deurel e gleze Kaledvoulc'h el lenn[4]. Achuet eo da viken ar burzhudoù e Breizh.
Anavet eo mojenn ar roue Arzhur evit istorioù familh luziet. Evit komañs eo tud-kozh Mordred Uthr Bendragon, an dukez Ingern ha Gourleiz, dug Kernev-Veur. Daet eo da vout Uthr roue Breizh goude marv e vreur. E karantez eo get Ingern ha diskleriet en deus ar brezel da Gourleiz. Get sikour Merzhin e kemer Uthr stumm Gourleiz, gwaz Ingern, ha tremen a ra an noz get an dukez. Arzhur a zo bet krouet an noziad-se hag e-pad an amzer-se e oa Gourleiz lazhet get ar c’hamp enebour.
Arthur : Ar roue Arzhur en deus marteze bevet e VIvet kantvet ha stourmet en devehe enep ar Saozon. Arzhur a zeu da vezañ roue Breizh Veur pa en dez tennet ar c’hleze Kaledvoulc'h diouzh ur maen pe un annev. Tolpet en deus marc'heien tro-dro d'an Daol Grenn e Kamelot evit klask ar Graal santel. Ar roue Arzhur eo mab Uthr Bendragon hag Ingern hervez Jafrez Menoe en e Historia Regum Britanniae. Tad Mordred eo. Dimezet eo gant Gwenivar[5].
Morgan : Morgan zo merc'h Ingern ha Gourleiz, lezc'hoar Arzhur. C'hoant he deus da gemer ar galloud digant Arzhur. Morgan he deus hoalet Arzhur hag o deus bet Mordred asambles[6].
Istor Mordred ha Gwenivar :Ar roue Arzhur en doa laosket Breizh Veur didan gwarezadur Mordred e-pad un nebeud amzer met Mordred en deus profitet eus ezvezañs Arzhur evit kemer ar galloud ha Gwenivar he defe bet darempredoù avoultr gantañ[7],[8].
Mordred a zo frouezhenn darempredoù gwadorgedus etre ar roue Arzhur hag e lez-c’hoar Morgan. Desavet eo bet Mordred get un den a galon vat anvet Nabur. Pand eo aet Mordred war vrasaat eo deuet da vout marc’heg ha degemeret eo bet e Taol-Grenn ar roue Arzhur. Mordred a zo krouadur Morgan evit vañjin marv he zad Gourleiz, duk Kernev-Veur a zo bet lazhet get tad Arzhur, Uthr Bendragon. Arzhur en deus gouiet abred-tre (get Merzhin) da betra e oa tonket Mordred ha klasket en deus meur a wezh da herzel Mordred da gas da benn e donkadur. Na bout ma oa bet degemeret Mordred en Daol Grenn en deus kendalc’het e vestaolioù; diskuliet en deus an darempredoù etre ar rouanez Gwenivar ha Lanselot, lazhet en deus Sir Lamorak pa yae da glask ar Graal. Skarzhet eo bet eus an Daol Grenn ha neuze en deus lakaet un termen d'e donkadur e emgann Salisbury (goude bout savet un arme). Argadet en deus e dad mes an daou o deus en em lazhet, ar pezh a verk sevenidigezh an diougan. Dibaboù Mordred ne oant ket e re dezhañ met re e vamm. Mordred a oa astennadur c'hoantoù Morgan.
Merlin zo un heuliad tele saoznek e 65 pennad, ha pep pennad a bad 45 munut. Krouet eo bet gant Julian Jones, Jake Michie, Johnny Capps ha Julian Muphy, embannet goude an 20 a viz Gwengolo 2008 hag eo echuet abaoe an 24 a viz Kerzu 2012.
E penn-kentañ ar rummad eo Mordred un drouiz yaouank. Un deiz eo tamallet rak suspedet eo bet d'implijout an hud ha kondaonet eo da vervel, mes Merlin a sikour Mordred evit reiñ e frankiz dezhañ en-dro. Un nebeud bloavezhioù warlerc’h e ta Mordred da vout ur marc’heg eus an Daol Grenn evit sikour Arthur a-enep Morgane. Koulskoude, a-gaoz d'ur garantez vras e ya Mordred da yudaziñ Arthur evit saveteiñ ur sorserez hag en em renk e kostez Morgane. Neuze, ur brezel bras a darzh etre Camelot ha Morgane, war douar Camlan. Ha dont a ra a-benn Arthur da lazhañ Mordred mes eñ a varv goude abalamour d'ur gloazadenn graet get Mordred.
Ur film amerikan-saoz-aostralian eo King Arthur: Legend of the Sword, krouet gant Guy Ritchie hag embannet e 2017.
Ennañ Mordred zo un drouiz galloudus hag a ya d’ober un aloubadeg soudardel war rouantelezh Camelot. Koulskoude e ta Uther Pendragon a-benn da lazhañ Mordred ha da saveteiñ ar rouantelezh.
Ur film-sonerezh get Joshua Logan hag embannet e 1967 hag aozet get Warner Bros Pictures e Stadoù-Unanet Amerika. Padout a ra ar film an dro 180 munut hag enderc'hel a ra 19 pezh-sonerezh.
David Hemmings a c'hoari roll Mordred.
An heuliad a za ag al "light novel" a Vro-Japan krouet get Yūichirō Higashide hag embannet etre 29 a viz Kerzu 2012 ha 28 a viz Kerzu 2014. An azasadenn e Anime zo bet embannet etre an 2 a viz Gouere ha 31 a viz Kerzu 2017. (Gellout a ra bout sellet war Netflix)
Amañ ema Mordred un dudenn benel. Hi zo galvet evel ur "Servijourez eus ar c'hlas "Saber" evit ar strollad Ruz e-pad ar Brezel bras evit ar Graal santel.
Meur a sort c'hoarioù a zo get tem Ar Roue Arzhur, c'hoarioù video, c’hoarioù a bep sort :
Bez ez eus ivez meur a sort c'hoarioù video war tem ar Roue Arzhur, da skwer :
Aman Mordred n'eo ket atav e-barzh ar c'hoarioù mes kemer a ra perzh war hemañ.