Morfem

Hervez ar yezhour brudet Leonard Bloomfield ez eo ur morfem pe stummad an elfenn ster bihanañ, da lavarout eo dirannus, en ur yezh.

Da skouer : Er ger adober ez eus daou vorfem : "ad-" a zo anezhañ ur morfem stag, d.l.e. ne c'hell ket bezañ implijet er yezh hepmuiken hag ober a zo anezhañ ur morfem distag, d.l.e. ur ger ennañ e-unan.

Doareoù morfemoù

Ur morfem a c'hell ket bezañ implijet er yezh evel ur ger ennañ e-unan.

Ur morfem na c'hell ket bezañ implijet er yezh hepmuiken, d.s. lostgerioù evel '-ad' e 'dornad'.

Gant ar re-mañ ne vez ket cheñchet ster ur ger met kentoc'h e berzh en ur frazennoù. Merket e vez gant ar morfemoù plegadel amzer ar verboù, reizh ha niver un anv-gwan, h.a.

  • Morfem deverañ (saoz. 'derivational morpheme')

Seurt morfemoù a dalvez da zeverañ gerioù en ur rummenn-ger disheñvel, d.s. 'ober' (verb) -> 'oberiant' (anv-kadarn) -> 'oberiantiz' (anv-gwan)

Gwelet ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]