Deiziad krouiñ | 1696 |
---|---|
Brezel | Brezel-bed kentañ, Brezelioù etre Rusia ha Turkia, Brezelioù Napoleon, Brezel etre Japan ha Rusia |
Skour lu | Morlu |
Diazezer | Pêr Iañ |
Stad | Impalaeriezh Rusia, Tsardom of Russia |
Deiziad divodañ | 1917 |
Item operated | Imperial Russian Navy fleet |
Sant paeron | Andrev |
Morlu Impalaeriezh Rusia (rusianeg: Российский императорский флот) a oa morlu an Impalaeriezh Rusian. Savet e oa bet en un doare ofisiel er bloavezh 1696 ha padet e oa betek bezañ lamet e-pad Reveulzi C'hwevrer 1917. Savet e oa bet war un nerzh kalz bihanoc'h a oa bet a-raok ren an Tsar Pêr ar Meur met eñ eo a savo ar morlu rusian da vat e-pad Eil kampagn Azov. Brasaet e oa bet kalz adalek kreiz an XVIIIvet kantved hag e penn kentañ an XIXvet kantved. An nerzh a greñvaas betek bezañ an trede morlu dre ar bed a-dreñv hini ar Rouantelezh-Unanet ha hini Bro-C'hall e-keñver ment.
An ofiserien a oa izili eus aristokratelezh an Impalaeriezh, ar re-se o vezañ kristenien eus Iliz Ortodoks Rusia. Noblañsoù yaouank a oa kroget da vezañ gourdonet evit dont da vezañ ofiserien en ur skol vroadel. Adalek 1818, ne oa nemet ofiserien eus ar mrolu impalaeriel rusian a c'helle bezañ lakaet e penn Kompagnunezh Rusia-Amerika (hiziv-an-deiz Alaska) evit trevadenniñ ha diorroadur ar gwerzh feur. Da gentañ holl e oa martoloded estren paeet a yae d'ober bourzhidi ar bigi rusian. Gant an amzer o redek e oa bet implijet martoloded a orin eus an impalaeriezh evel ma oa kavet ar re e servij an douarlu. Ar servij er morlu-se a oa a-hed e vuhez.
Gant ar Reveulzi rusian e voe roet lamm d'ar morlu Impalaeriel rusian; darn eus an ofiserien a oa savet a-du gant harpañ an Tsar, ar vartoloded a oa evit ar reveulzi. Ar bigi a chomo goude an dispac'h a voe adkemeret gant ar Morlu Soviedel pa voe krouet e 1918.
E-pad ren an Tsar Mikael Iañ (Mikhail Fyodorovich Romanov) e voe savet ar c'hentañ teirgwern rusian e 1636. Saverien bigi eus Danmark diazezet en Holstein o devoa savet ar vag e Balakhna. Heuliet o devoa tresoù european ar mare. Ar vag a voe advadezet Frederick; e-pad ar veaj digoradur war Mor Kaspia. Siwazh evit an impalaeriezh, ar vag a voe tapet en ur gorventenn spontus ha kollet e voe er mor. Ne vez ket kemeret ar bloavezh 1636 evel hini krouidigezh morlu impalaeriezh Rusia rak ar vag Frederick a oa dindan sujidigezh Dugelezh Schleswig-Holstein-Gottorp ha ket hini Rusia. Ouzhpenn-se e oa bet savet gant sikour hag arc'hant Holstein, ne oa nemet an danvezioù diazez a oa rusian.
E-pad ar brezel Rusian-Svedat, 1656-1658, nerzhioù lu Rusia o devoa aloubet kreñvlec'hioù Dünaburg ha Kokenhusen e kornôg Daugava. An hini koshañ a voe advadeziet Borisoglebsk hag an hini all Tsarevich-Dmitriyev. Ur boyar anvet Afanasy Ordin-Nashchokin a gavas un arsenailh e kreñvlec'h Tsarevich-Dmitriev ha kerkent e krogas da sevel bigi evit bageal war ar Mor Baltek. E 1661, Rusia en devoa kollet an tiriadoù-se ha reoù all dre feur-emglev Cardis. Rusia a oa savet a-du gant rentañ an holl tiriadoù svedat aloubet, distrujet e voe an holl bigi savet e Tsarevich-Dmitriev.
Ar boyar Ordin-Nashchokin a cheñchas mennozh ha gant asant an Tsar e troas e selloù war-zu ar stêr Volga ha Mor Kaspia. Ar boyar a zegasas saverien-bigi Izelvroek e kêr Dedinovo nepell diouzh aber ar stêrioù Oka ha Volga.
Kroget e oa ar sevel bigi da vat e-pad ar goañv 1667. E daou vloaz e voe savet pavar bag: ur gale 22-kanol, badeziet Орёл ("Oryol" = "Erer"), ha tri bag all bihanoc'h. Орёл a oa kentañ teir-gwern Rusiad, savet evel bigi all ar morluioù europat. Tapet e voe en Astrakhan gant kozaked emsavet renet gant Stepan Razin. Ar c'hozaked a vac'hagnas ar vag Орёл ha laosket anezhañ hanter er strad er stêr Volga.