Moskeenn veur Kairouan (arabeg: الجامع الكبير بالقيروان) a zo ur voskeenn a gaver e Kairouan hag a zo unan eus moskeennoù pennañ Tunizia. Anvet e vez ivez moskeenn Okba Ibn Nafi (arabeg : جامع عقبة بن نافع) diwar anv ar saver anezhi Okba Ibn Nafi, .
Kentañ metropolenn muzulman ar Maghreb, Kairouan, a vezo en he barr politikel ha preder en IXvet kantved. Chomet eo brudet evel ur greizenn relijiel ha speredel en Tunizia ; a-wechoù e vez gwelet ivez evel pevare kêr santel an Islam sunnit.
Deuet eo moskeenn veur Kairouan da vezañ ur savadur arouez eus kêr ha chom a ra al lec'h relijiel pennañ ha brudetañ e bed muzulman ar Gornôg. Abaoe dekred Bey Tunis d'an 13 a viz Meurzh 1912, eo bet lakaet war listenn savadurioù istorel hag arkeologel urzhiet ha gwarezet Tunizia. Bet e voe ivez lakaet gant hollad istorel Kairouan, e glad bedel an Unesco e 1988.
Savet, da gentañ, gant Okba Ibn Nafi adalek 670 (50 war deiziataer an hegire), pa voe savet kêr Kairouan, bet eo bet brasaet hag adsavet en VIIIvet ha IXvet kantved. Gwelet eo er Maghreb, evel hendad an holl moskeennoù er vro, kement hag unan eus lechioù pennañ an Islam hag ur savadur meur arzel dre ar bed holl.
Lec'hiet eo en ul lec'h digreizennet eus lodenn biz medina Kairouan. Moskeenn veur Kairouan a zo lec'hiet er c'harter enkelc'hiet gant mogerioù Houmat al-Jâmi (ger ha ger « karter ar voskeenn veur »). Al lec'hiadur-se a voe a orin e-kreiz an eskemmoù kêrel. Met dre an dachenn, treuzet gant meur a groaz-zour d'an ouedoù, an hentadur a voe lakaet war-zu ar su.