E korfadurezh an dud, ha hini ar bronneged dre vras, ar voudenn pe kaezour eo an tamm tuchennig kig a gaver gant an eil reizh hag eben a-us organoù ar genel. Da vare ar gaezouregezh e teu blev war an duchennig kig-se.
Mons pubis (moudenn ar c'haol) eo anv latin ar c'haezour.
Moudenn avat a reer e brezhoneg eus an takad bolzet, druzoni anezhañ, a zo e traoñ kof ar merc'hed . Mons Veneris eo an anv latin, da lavarout eo moudenn Gwener, uheloc'hik eget ar c'hourzh. Dre astenn e reer an anv-se eus ar c'hourzh ivez.
A-hend-all e vez graet "ar mouded" eus ar merc'hed gant paotred dizereat zo.
E saozneg e veze lavaret fanny hill, da lavarout eo "moudenn ar giez/ar gazhez/ar c'hont" (anvioù dizereat rev ar merc'hed), hervez doare abalamour da Fanny Hill, romant erotek saoznek brudet an XVIIIvet kantved skrivet gant John Cleland.