Moustoer-Remengol

Ur pennad Moustoer zo ivez.


Moustoer-Remengol
Moustoer-Remengol
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Moustoir-Remungol
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Logunec'h
Kod kumun 56142
Kod post 56500
Maer
Amzer gefridi
Jacques Le Mouel
2014-2016
Etrekumuniezh Logunec'h Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Pondi
Lec'hienn Web (fr)www.moustoir-remungol.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 671 ann. (2013)[1]
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 59′ 50″ Norzh
2° 54′ 06″ Kornôg
/ 47.9972222222, -2.90166666667
Uhelderioù kreiz-kêr : 100 m
bihanañ 57 m — brasañ 118 m
Gorread 12,42 km²
Lec'hiañ ar gêr
Moustoer-Remengol

Moustoer-Remengol a oa ur gumun eus Breizh e Kanton Logunec'h e departamant ar Mor-Bihan.

  • Stumm kozh skrivet ebet.

Rannet; ouzh 1 en geot e volzenn en argant mogeriet en sabel gant e manac'h ivez en argant en e azez o pediñ; uzh 2, troc'het ː ouzh 1 en gul e danvoezenn deliennet gwifrellet en argant, ouzh 2 en glazur e deir brizhenn erminig en sabel.

Aozer ː Celbusro (lesanv) evit kont ar Gumunn, 15 Du 2010

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Moustoer-Remengol e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Pluniav. E Bann Pondi edo. Gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe diskaret kanton Pluniav ha lakaet Moustoer-Remengol e Kanton Logunec'h, bet krouet ha brasaet gant ar memes lezenn. Lakaet e oa bet Moustoer-Remengol en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[2],[3].

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas 37 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 4,04% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
Anv H. Donias bet fuzuilhet, ouzh monumant Porzh-Loeiz
  • Mervel a reas pemp den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
  • D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korf marv H. Donias, un den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oa; fuzuilhet e oa bet gant al lu alaman[6].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz sant Gorgon (XVIvet, XVIIIvet)
  • Feunteun (1767), adfichet e 1926
  • Chapel Kalon-Sakr e Kermaux (1890)
  • Chapell Morig (XVvet)
  • Maner Bois-Hardouin (XVIIIvet, XIXvet)

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
d'Avaugour,

Aotrounez Kergroaz

En argant e gab en gul karget gant ur vailhenn en aour
Baudouin

Aotrounez Coathardouin

En gul e nav c'hanochenn en argant; 3, 3, 2, 1; e c'hrenngonk en argant karget gant ur c'hanochenn en gul

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Daniel Delattre : Le Morbihan. Les 261 communes. 2004
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Cassini - EHESS - Moustoer-Remengol - Fichenn ar gumun
  3. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 233 ha 280
  4. (fr)[1]
  5. (fr)[2]
  6. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
  7. (fr) Dastumad an aktaoù melestradurel Prefeti Mor-Bihan, 22 Kerzu 2015
  8. (fr)Memorial Genweb
  9. (fr)Université de Lille