Muile (distaget: [ˈmulə]; Isle of Mull e saozneg) zo unan eus an Inizi Gall e Bro-Skos, en hanternoz da Enez Diùra .
Tobar Mhoire eo ar gêrbenn.
480 kilometrad aodoù zo d'an enezenn. Beinn Mhòr (Muile) eo ar menez uhelañ, 966 metr dezhañ.
E ledenez Aros en hanternoz emañ Tobar Mhoire. Salen ha Calgary eo ar c'hêriadennoù all.
Er Ross of Mull, a zo er mervent, emañ Bun Easain, Pennyghael, Uisken ha Fionnphort. Er reter emañ Lochbuie, Lochdon ha Craignure .
Kalz inizi zo er c'huzh-heol da Enez Muile, en o zouez Earraid, Iona hag Ulbha. Inizi bihan didud zo ivez: Eorsa, Gometra, Inch Kenneth, Little Colonsay, an Treshnish Isles ha Staffa of Fingal's Cave fame.
Talvoudegezh ː * mello- = breton mael = run. Un enezenn heñvel diouzh ur run[1].
Kastell Torosay e Muile zo d'un tiegezh skosat kozh, ar c'hlan Guthrie.