Graet e voe gant ar ger nagennouriezh da gentañ-penn diwar-benn nagenniñ pe nac'h gwirionez gouennlazh ar Yuzevien graet gant nazied Alamagn e-pad an eil brezel bed . Hervez an nagennerien n'eus ket bet eus ar c'hambreier-gaz nag eus ar youl da ziouennañ Yuzevien Europa, ha ne vije nemet mojennoù eus an torfedoù-se. Embann ar mennozhioù-se a zo eneplezenn e meur a vro hag a c'hall bout kastizet.
Da-heul kement-se e vez graet gant ar ger evit komz eus nac'hañ pe disteraat torfedoù istorel.
Astennet eo bet implij ar ger nagennouriezh pa dalvez ivez da ober anv eus nac'h gwirionez gouennlazhoù all a c'hall bezañ tostaet da lazhadegoù graet gant an nazied, hag ivez da ober anv eus torfedoù a-enep Mab-Den: gouennlazh an Armenianed gant gouarnamant an Turked Yaouank en Impalaeriezh Otoman e-kerzh ar brezel bed kentañ, gouennlazh Rwanda, lazhadegoù bras graet gant ar C'hmered Ruz, lazhadegoù an drevadennerien.
Nac'h gwirionez ur gouennlazh (Shoah, Rwanda, ha re all) a dalv kement ha klask diverkañ un torfed anat d'an holl, tennañ digant ar re lazhet hag o diskennidi ar gwir da gaout digoll ha dic'haou (pa n'eus torfed ebet n'eus ket a dorfedour na n'eus den torfedet). Gallout a ra an nagennouriezh talvezout da wareziñ ar ouennlazherien, o skoazellerien, hag o mignoned pe hêred dre an ideologiezh. Armoù all ouzhpenn ar gomz o deus an nagennerien evit nac'h gwirionez ar gouennlazhoù: tevel kousto pe gousto war an darvoudoù, herzel ouzh an dud da gomz (dre o c'hoapaat pe o lazhañ ) a vez gwelet bep tro, hervez ar reolenn « Ne dle test ebet gallout kontañ ».
Nac'h an torfed n'eo nemet ar c'hammed war-lerc'h nac'h ar gwir da vezañ hag ar c'hoant da c'hlanaat, a gaver e pep gouennlazh. Da veno ar gouennlazher ne oa gwir ebet d'an den lazhet da vezañ, ne oa ket anezhañ, diwar-se ne oa ket a dorfed.
N'eo ket klask kuzhat an torfed eo a gont ar muiañ (goude ma vez kavet ivez) met kas al labour glanaat betek penn ha peurzistruj an den lazhet. Gant-se e tenn an nagennouriezh da un elfenn eus ar gouennlazh, ar c'hendalc'h anezhañ, ha diwar-se eo euzhusoc'h c'hoazh a se.
Hep torfed n'eus ket a dud lazhet. Peurzistrujet int neuze, betek en eñvor an dud. Gallout a reer lavarout neuze e oa danvez nagennouriezh e natur an ideologiezhoù o deus kaset d'ar gouennlazh. Ma c'haller lavarout ivez ne vefe ket peurechu ar gouennlazh panevet an nagennouriezh, hag e chomfe da beurechuiñ. Se zo kaoz eo ken ret derc'hel bev an eñvor eus an torfedoù.