Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Pakistan, Rouantelezh-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | میاں نواز شریف |
Anv-bihan | Nawaz |
Anv-familh | Sharif |
Deiziad ganedigezh | 25 Kzu 1949 |
Lec'h ganedigezh | Lahore |
Tad | Muhammad Sharif |
Breur pe c'hoar | Shehbaz Sharif, Abbas Sharif |
Pried | Kulsoom Nawaz |
Bugel | Maryam Nawaz, Hussain Nawaz, Hassan Nawaz, Asma Nawaz Sharif |
Yezhoù komzet pe skrivet | pandjabeg |
Kondaonet evit | goubrenerezh |
Micher | Kentañ Ministr Pakistan, cricketer, embreger, alvokad |
Bet war ar studi e | Government College University, Punjab University Law College |
Lec'h annez | Londrez, Lahore, Islamabad, Jeddah |
Affiliation string | Prime Minister's Secretariat |
Strollad politikel | Pakistan Muslim League, Pakistan Muslim League (N) |
Relijion | Islam sunnit, Islam |
Sport | Kriked |
Perzhiad e | 2017 SCO Summit, World Economic Forum Annual Meeting 2014, World Economic Forum Annual Meeting 2015, World Economic Forum Annual Meeting 2016, World Economic Forum Annual Meeting 2017 |
Darvoud-alc'hwez | Panama Papers |
Prizioù resevet | Priz Ig Nobel, Knight Grand Cross of the Order of St Michael and St George, Grand Collar of the Order of Good Hope, Order of the Republic |
Mian Muhammad Nawaz Sharif (ourdou: میاں محمد نواز شریف), ganet d'ar 25 a viz Kerzu 1949 zo ur politikour ha den an aferioù eus Pakistan. Ezel eo eus ar strollad Kevre Muzulman Pakistan (N). Bet eo bet kentañ ministr Pakistan etre 2013 hag an 28 a viz Gouere 2017, pa voe digadoriet gant lez-varn uhelañ ar vro.
Div wech a-raok e oa bet kentañ ministr er bloavezhioù 1990 (1990-93 ha 1997-99). Bez' e voe ivez penn ministr ar Panjab etre 1985 ha 1990. Bez' ez eo ar c'hentañ ministr a chomas ar pellañ en e garg en istor Pakistan.
Ur wech diskuliet restroù ar Panama Papers e voe anat d'an holl e oa familh Nawaz Sharif e penn un impalaeriezh arc'hantel gant milionoù a zollarioù en Europa ha Breizh-Veur dreist-holl. N'eo ket e anv nag hini e vreur yaouankoc'h Shebaz Sharif a oa kentañ ministr Panjab a oa bet liammet ouzh an afer end-eeun met ul lodenn eus ar familh, dreist-holl e vugale. D'an 28 a viz Gouhere 2017 e voe digadoriet gant lez-varn uhelañ Pakistan, evel kentañ ministr, ha difennet e voe outañ ivez derc'hel kargoù foran. Lakaet e oa da gablus gant e familh da vezañ "dizonest, ha kablus eus breinadurezh".